Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Yun (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 90:
Demat ivez, Gant Frañsez Kervella evel-just, nag ur penn-skañv ! Ar pezh ne zeuan ket a-benn da gompren tamm ebet eo abalamour da betra ho peus ezhomm da lakaat ar gerioù meneget kent da unanderioù dre m'emaint strollderioù dre natur. Dibabet e oa bet gant ar Greizenn ober er mod-se evit skolajidi ha liseidi Diwan ha n'em eus abeg ebet e se : met dre ma vezont deskrivet splann evel strollderioù e-barzh un nebeud geriadurioù ken sirius all (d'am meno da nebeutañ) perak e vefe ret o degemer evel unanderioù amañ ivez ? Ne gav ket din e c'hellfed ober genaoueien eus an holl re o devoa kenlabouret da sevel Geriadur Brezhoneg an Here, kouda ?<br>
Ha perak degemer stered/steredenn/steredennoù diouzh un tu e geriadur ar Greizenn hag atom/atomoù diouzh un tu all : pelec'h an diaoul emañ an diforc'h ?<br>Ur wech ouzhpenn 'ta e c'houlennan ganeoc'h ma vo graet gant ar c'houblad strollder/unanderenn e-barzh ar pennad [[neutron]]. A galon.--[[Implijer:Prieladkozh|Prieladkozh]] ([[Kaozeadenn Implijer:Prieladkozh|kaozeal]]) 27 Her 2014 da 07:49 (UTC)
: Demat. Ret e vo deoc'h displegañ din :
:* penaos e c'hellje gerioù 'zo bezañ "strollderioù dre natur" ;
:* ha da gentañ penn petra eo natur ar gerioù.
: A-zivout ar "c'henaoueien" n'ouzon ket penaos emañ kont ganeoc'h met ganin-me ne soñjan ket ez eus genaoueien eus an dud na soñjont ket eveldon, ha kalz doujañs am eus evit saverien Geriadur Brezhoneg an Here daoust ma ran dibaboù all disheñvel diouzh o re a-wezhioù.
: A galon, --[[Implijer:Yun|Yun]] <small>[[Kaozeadenn Implijer:Yun|(kaozeal)]]</small> 28 Her 2014 da 05:21 (UTC)
 
== Patrom ==