Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Yun (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 96:
: A galon, --[[Implijer:Yun|Yun]] <small>[[Kaozeadenn Implijer:Yun|(kaozeal)]]</small> 28 Her 2014 da 05:21 (UTC)
Salud deoc'h, Peursur on ho poa komprenet mat-tre ar pezh a felle din lâret o skrivañ "strollderioù dre natur". Siwazh, ne respontit ket eeun d'ar goulennoù am eus savet ouzhoc'h, ar pezh am eus-me graet didro. Perak ober dibaboù hag a dro kein d'ar re a gaver en holl c'heradurioù all ? Ha, da-heul, petra zo kaoz e ra ar Greizenn un diforc'h etre stered/steredenn/steredennoù hag atom/atomoù ? Se a vije mat din kompren ha netra ken. A galon.--[[Implijer:Prieladkozh|Prieladkozh]] ([[Kaozeadenn Implijer:Prieladkozh|kaozeal]]) 28 Her 2014 da 07:26 (UTC)
: Demat. M'am eus goulennet displegadennoù diwar-benn gerioù a vije "strollderioù dre natur" eo peogwir ne gomprenan ket ar meizad-se. Ar wezh kentañ eo din lenn un dra a-seurt-se. Ha gwall zisplijus e kavan hoc'h evezhiadenn.
: Goulennet ho peus perak e kaver stered/steredenn/ hag atom/atomoù e Geriadur ar Skiantoù hag an Teknikoù. Ret e vefe deoc'h goulenn gant Kreizenn ar Geriaouiñ. N'on ket ezel anezhi ha ne c'hellan ket respont en o lec'h.
: Ober a rit gant un ''argumentum ad verecundiam'' evit harpañ ho tibab : tri geriadur a ra gant "neutronenn". Perak e rankjent bezañ trec'h war Geriadur ar Skiantoù hag an Teknikoù ?
: A galon, --[[Implijer:Yun|Yun]] <small>[[Kaozeadenn Implijer:Yun|(kaozeal)]]</small> 29 Her 2014 da 05:43 (UTC)
 
== Patrom ==