Sarkofaj : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : thumb|150px|Sarkofagenn [[Etruria|Etruskat anvet ''sarkofagenn ar priedoù'', er Mirdi broadel Etruskat]] [[Image:Egypt.KV8.01....
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 11 Mae 2007 da 13:38

Ur sarkofagenn zo un endalc'her maen evit ur c'helan pe un arched. Dont a ra ar ger eus ar gresianeg "sarx" a dalvez "kig", hag eus "phagien" a dalvez "debriñ". Sarkofagenn a dalvez eta "debrer kig". Skrivañ a rae Herodotos, an istorour gresian eus ar Vved kantved kent J.K. e veze benet ar sarkofagennoù kentañ en ur seurt maen ispisial a lakae kig ar c'helanoù a oa enne da vont buanoc'h da get. Ar sarkofagennoù graet gant limestone eus Assus e Troad anvet lapis Assius o dije bet ar perzh da lakaat ar c'horfoù lakaet enne da goazhañ, ha dre se e veze anvet ivez called sarkophagos lithos (maen debrer-kig). Holl ar sarkofagennoù graet diwwar limestone o deus ar perzh-se muioc'h pe nebeutoc'h, hag en diwezh e voe implijet an anv-se evit envel an archedoù maen dre vras.

Sarkofagenn Etruskat anvet sarkofagenn ar priedoù, er Mirdi broadel Etruskat
sarkofagenn vaen ar faraon Merenptah
Sarkofagenn Frederik II, Palermo
Restr:Ephesus22.jpg
Ruines antiques d'Ephèse en Turquie
Sarkofagenn kartadat eus an Vvet kantved kent J.K.

En Henegipt, e veze graet gant sarkofagennoù evit gwareziñ balzamegennoù an uhelidi, gant meur a charke lakaet e-barzh, an eil en egile. Graet e veze « neb ânkh » eus ar sarkofagenn, ar pezh a dalvez "Mestr ar vuhez" pa vez troet ger-ha-ger, hag e arouezie ur skaf e kredennoù Henegiptiz.