Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Yun (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 108:
 
Da glozañ : chom a refet e-barzh ho park ha me e-barzh ma hini, ken aes ha tra... A galon.--[[Implijer:Prieladkozh|Prieladkozh]] ([[Kaozeadenn Implijer:Prieladkozh|kaozeal]]) 29 Her 2014 da 17:40 (UTC)
 
: Demat. Din-me n'eus ster ebet d'ar meizad "''strollderioù dre natur''". Petra eo natur ar ger "aval" ha petra eo natur ar ger "kraoñ" ? Perak ez eo an eil un unander hag egile ur strollder ? Plijet e vefen o teskiñ un dra bennak. E yezhadurioù Kervella ha Favereau e vez deskrivet karg an anvioù-stroll, meneget ganeoc'h c'hoazh, met ne vez ket lavaret perak ez a lod gerioù da vezañ strollderioù ha lod all unanderioù (petra eo natur "logodenn" ha petra eo natur "balafenn" ?). N'eo ket diouzh "natur" ar gerioù met diouzh sell ar vrezhonegerien e vo graet gant an eil rumm pe gant egile. A-unan emañ sell ar skiantourien vrezhonek o deus savet Geriadur ar Skiantoù hag an Teknikoù gant hini ar skiantourien gembraek a ra gant "''atomau''", "''electronau''", "''protonau''" ha "''niwtronau''" (atomoù, elektronoù, protonoù ha neutronoù).
: Divizet em eus ober gant dibaboù Kreizenn ar Geriaouiñ war ar poent-se rak kempoelloc'h e kavan ober gant ar c'houblad unander/liester evit an holl bartikulennoù eget meskañ unanderioù hag unanderennoù evel m'ho peus graet er pennadoù "[[muon]]" ha "[[boson Higgs]]". Pelec'h emañ ar poell er meskaj-se ?.
: Evit klozañ e ranker degas da soñj n'eus park prevez ebet e Wikipedia ha pep hini a c'hell peuriñ e lec'h ma kar. Met dereat e vefe doujañ da zibaboù yezh boulc'herien ar pennadoù ha kaozeal a-raok ober cheñchamantoù ken bras ha lakaat "bozon" e-lec'h "boson" (paour-kaezh [[en:Satyendra Nath Bose|Bose]]) hag ober ur strollder eus ar ger-se pa ouezit ervat n'emañ ket an holl a-unan gant an dibaboù-se.
: A galon. --[[Implijer:Yun|Yun]] <small>[[Kaozeadenn Implijer:Yun|(kaozeal)]]</small> 30 Her 2014 da 04:34 (UTC)
 
== Patrom ==