.bzh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
 
==Istor==
Er bloaz 2004 e oa bet roet lañs, gant [[Christian Ménard]], kannad eus [[Penn-ar-Bed]], d’ar soñj sevel un astenn kenrouedad .bzh<ref>http://www.christian-menard.com/article.php?art=21</ref>. Goude krouidigezh ar [[.cat]], an astenn kenrouedad evit kumuniezh yezh ha sevenadur [[Katalonia]], e oa adlañset ar soñj eus un astenn evit [[Breizh]]. A drugarez d’ar sinadeg aozet gant lec’hienn [[Mikael Bodlore-Penlaez]] Geobreizh.com<ref>http://www.geobreizh.com</ref> ez eus bet roet ul lusk kentañ d’ar mennozh. Goude-se o deus votet meur a strollegezh lec’hel mennadoù a-du gant ar raktres. A-unvouezh o deus roet Kuzul-meur [[Il-ha-Gwilen]] ([[14 a viz Ebrel]] [[2006]]), Kuzul rannvro [[Breizh]] ([[14 a viz Mezheven]] [[2006]]), Kuzul-meur [[Penn-ar-Bed]] ([[15 a viz Mezheven]] [[2006]]) o harp da grouidigezh an astenn .bzh.
 
E [[2007]] en deus karget Kuzul rannvro [[Breizh]] ar gevredigezh Breizh Diawel da gas da benn ur studiadenn greüsted hag ivez aozañ ul luskadeg en-dro d’ar raktres. Goude ar studiadenn-mañ e oa bet krouet ur gevredigezh nevez (d'ar [[16 a viz Gouere]] [[2008]], [[David Lesvenan]] he frezidant kentañ), dindan renerezh ur poellgor sturiañ gant an holl re o doa kemeret perzh e brudañ ar .bzh, evit dougen kinnig Breizh da gaout hec'h astenn kenrouedad.