Argantael (Abeozen) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 11:
Kriz e vo planedenn an [[Treger]]iad yaouank Lan Rannou. Aet da stourmer komunour tamm-ha-tamm, desket en deus diwar e goust n'hall ket an den pleustriñ war ar politikerezh hag ober war-dro e familh war un dro, dreist-holl p'eo bet desavet e wreg en ''un tiegezh devot kenañ'' : graet e veno gantañ mont kuit diouzh e bried, Renea Voulc'h, hag e verc'hig Soazig.
 
Soñjal a ra dezhañ e tro e donkadur da vat pa gej gant ar Gernevadez Lena Stervinou, da-geñver ur brezegenn dalc'het gant [[Marcel Cachin]] (''Etre Koroll ha Kan, ez oa savet Marsel gozh da zistagañ un tamm prezegenn da Vretonez Paris.'') e Kernevez-ar-Roue (Villeneuve-le-Roi e galleg). Dindan nebeut amzer e tiwan ur garantez don etre an daou zen yaouank, tra ma ra freuz ha reuz [[Brezel Spagn]] er c'hreisteiz da [[Bro-C'hall|Vro-C'hall]]. Ha Lena dougerez. Siwazh dezhi ez eo tizhet gant un tenn dall tra ma oa oc'h arvestiñ ouzh un dibunadeg : ne vo ket ar vezeien evit saveteiñ he buhez na hini ar plac'hig a zouge, '''Argantael''' an anv-bihan dibabet dezhi...
 
[[Rummad:Romantoù brezhonek]]