Frañsez Jaffrennou : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 10:
| lec'h ganet = e [[Karnoed]], {{Breizh}}
| deiziad marv = d'ar {{deiziad|23|Meurzh|1956}}
| lec'h marv = e BergeracBrageirac, {{FrañsOkitania}}
| yezh = [[Brezhoneg]]<br />[[Galleg]]
| luskad =
Linenn 22:
}}
 
'''Frañsez Jaffrennou''', [[Taldir]] e lesanv, a oa ur c'hazetenner, un drouiz, ur skrivagner [[brezhonek]] hag un emsaver breizhat, ganet e [[Karnoed]] d'ar [[15 a viz Meurzh]] [[1879]] ha marvet d'ar [[26 a viz Meurzh]] [[1956]] e [[Brageirac]]<ref>''[[Bergerac]]'' hervez ar stumm ofisiel gallek.</ref> (departamant an [[Dordogne (departamant)|Dordogne]], een [[Bro-C'hallOkitania]]).
 
Mab e oa da [[Glaoda Jaffrennou]], bet noter e [[Karnoed]] ha da [[Anna Roparzh]], eus [[Bolazeg]]. Tad e oa d'ar soner [[Gildas Jaffrennou|Gweltaz Jaffrennou]].
 
== E vuhez ==
Linenn 31:
E [[Roazhon]] e tapas e aotreegezh war ar gwir, evel e dad, en ur heuliañ kentelioù brezhoneg [[Joseph Loth]], asambles gant [[Pêr ar Rouz]]. Tremen a reas un doktorelezh lennegezh, e brezhoneg, diwar-benn ar barzh ha kaner [[Prosper Proux]]. Bet eo Taldir an den kentañ o skrivañ un dezenn skol-veur e brezhoneg. Er bloaz [[1900]] e savas strollad ar "Studieren Vreton" gant [[Leon ar Berr]]. Er bloaz [[1903]] en doa tapet lakat anaout "[[Bro gozh ma zadoù|Bro Goz ma Zadou]]" da "gan broadel" e kendalc'h [[URB]] (Union Régionaliste Bretonne).
 
Etre an daou vrezel e stourmas Taldir evit ar [[brezhoneg]] hag e klaskas broudañ ar Vretoned da chom stag ouzh o gwrizioù ha hengounioù. Staliet e [[Karaez]] ez eas war ar vicher a varc'hadour gwin. Desevel a reas e vugale e brezhoneg ar pezh a oa dibaot-kaer a-berzh ur bourc'hiz (an hini nemetañ e kêr Garaez e voe oc'h ober kement-se). Sevel a reas ur gazetenn sizhuniek e brezhoneg anvet ''[[Ar Bobl]]'' a oa skignet er [[Poc'hêr]]. Evel un toullad kefredourien vreton eus Emsav brezhonek ar mare-se, levezonet gant emsav [[Kembre]], e oa ezel Taldir eus [[Goursez Vreizh|Goursez]] Breizh, a glaskas kas war-raok. Unan eus ar re gentañ a ziazezas gouelioù breizhek e voe Taldir ivez.
 
D'ar [[1añ a viz Kerzu]] [[1940]] e sinas, a-gevret gant [[Régis-Marie-Joseph de l'Estourbeillon de la Garnache|Markiz an Estourbeillon]] ha [[Roparz Hemon]], ur reketig anvet ''Placet au Maréchal Pétain, Chef de l’État Français'' ("Plased d'ar marichal Pétain, Arlevier ar Stad-C’hall") evit ma vije kelennet ar brezhoneg er skolioù.<ref>Gw. ''Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved'', ''Levrenn gentañ'', Frañsez Favereau, pajenn 71.</ref>
 
E dibenn an [[Eil Brezel-bed]] e voe karc'hariet Taldir e toull-bac'h [[Maezgloagen]] e [[Kemper]] evel ar pep brasañ eus an emsaverien bolitikel ha sevenadurel breizhat. Tamallet e voe dezhañ bezañ flatret lervdier ar Gwazhioù, ar pezh a nac'has groñs. Kondaonet e voe hag harluet da Vro-C'hall, difennet ma voe outañ chom da vevañ e [[Breizh]]. Mervel a reas eno en [[harlu]]. Skrivet en deus Taldir ur pikol deizlevr brezel, diwar-benn ar [[Brezel-bed Kentañ]] hag an [[Eil Brezel-bed]]. Chomet diembann eo miret e eñvorennoù e [[Levraoueg Vroadel Kembre]] en [[Aberystwyth]].
Linenn 69:
 
== Notennoù ==
{{Daveoù}}
<references />
 
== Liammoù ==
Linenn 75:
{{wikimammenn|Oberour:Frañsez Jaffrennou}}
 
{{DEFAULTSORT:Jaffrennou, FrañsezFransez}}
 
[[Rummad:Emsaverien Breizh]]