Alamagn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 44:
E 1517 e skrivas [[Martin Luther]] [[95 Tezenn]] ma aterse an [[Iliz Katolik Roman]], hag e roas lañs evel-se d’an [[Disivoud protestant|Disivoud-Meur]]. Difoupañ a reas an iliz luterat, ha diazezañ e lies stad eus Alamagn. Hogen gwanaet kalz e voe an impalaeriezh abalamour ma oa rannet e nouspet priñselezh dizalc’h. Adalek 1740 e voe kemeret plas ar [[kevezerezh Frañs-Habsburg|c’hevezerezh Frañs-Habsburg]] gant un daouelezh etre ar roueed Habsburg eus Aostria hag ur galloud nevez, [[Rouantelezh Prusia]]. Da-heul [[brezelioù Napoleon]] e voe aloubet an Impalaeriezh Santel Roman, ha kaset da get e 1806.{{dave|concise_h}}
 
=== An Dispac’h hag an Eil Impalaeriezh C’hermanAlaman ===
Da-heul faezhidigezh [[Napoleon Bonaparte]] en em vodas [[Kendalc’h Vienna]] e 1814 hag e tiazezas ar [[Kengevread Alaman|C’hengevread Alaman]], anezhañ ur c’hevre laosk ennañ 39 riez. Lañs al luskadoù frankizour ha broadelour a oa, evit darn, un heuliad eus an eneberezh ouzh ar politikerezh adsevel. Diarbennoù kastizañ nevez a voe goude-se a-berzh an den a stad aostrian [[Klemens Wenzel von Metternich|Metternich]]. En ur blegenn ma oa dispac’hioù e pep lec’h en Europa e voe roet lañs da zispac’hioù 1848 er stadoù german gant kefredourien ha bilened. Da gentañ e plegas ar roueed dirak goulennoù frankiz an dispac’herien. Kinniget e oa bet d’ar roue [[Frederig Gwilherm IV Prusia]] an titl a impalaer, daoust ma oa gant ur c’holl en e c’halloud. Disteurel a reas ar gurunenn hag ar vonreizh a oa bet kinniget dezhañ, pezh a voe ur c’hwitadenn dibad evit an dispac’herien. E-pad [[Eil Brezel Schleswig]] enep Danmark e 1864, kentañ ministr nevez Prus, [[Otto von Bismarck|Bismarck]], a reas e renkoù e Schleswig ha Holstein. Diwar neuze e voe meret an dachennad a-gevret gant [[Impalaeriezh Aostria]], met dizemglevioù etre an div vro a gasas buan d’ar [[brezel Aostria-Prus]] e 1866. Gant trec’h prim ar Brusianed e c’hallas Bismarck krouiñ [[Kengevread Norzh Alamagn]] ha lakaat [[Aostria]] er-maez eus aferioù ar peurrest eus stadoù german ar su, a oa bet o skoazellañ Aostria.