Diforc'hioù etre adstummoù "Breizh-Veur"

1 okted ouzhpennet ,  7 vloaz zo
D
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(Skeudenn)
D
[[Skeudenn:Satellite image of Great Britain and Northern Ireland in April 2002.jpg|thumb|200px|Breizh-Veur.]]
 
'''Breizh-Veur''' ([[gouezeleg Skos]]: ''Breatainn Mhòr'', [[kembraeg]]: ''Prydain Fawr'', [[kerneveureg]]: ''Breten Veur'', [[saozneg]] ''Great Britain'', [[Skoteg]] ''Great Breetain'') zo un enezenn eus [[Europa]] ar gwalarn. An hini vrasañ eo e-touez inizi Europa, hag an navet e-touez an holl inizi ar bed gant 229 335 km² enni. Gant 60 milion a annezidi<ref>Hervez sifroù ofisiel gouarnamant ar Rouantelezh Unanet [http://webarchive.nationalarchives.gov.uk/20031221023714/http://www.statistics.gov.uk/glance/default.asp], e oa, e [[2001]], 57 103 927 a annezidi e Breizh-Veur (Bro-Saoz 49 138 831; Bro-Skos 5 062 01 ; ha Kembre 2 903 085).</ref> e 2009 ez eo Breizh-Veur an trede enezenn er bed e-keñver ar boblañs, goude [[Java]] ha [[Honshu]]. Tro-dro d'an enez ez eus ur bern inizi bihan pe ceasvras, da skouer [[Iwerzhon]] er c'hornôg hag [[Enez-Vanav]] etrezo.
 
Pa weler an traoù ent-politikel e vez staget outi an inizi nes ([[Enez Mon|Môn]], [[Inizi Gall]], [[Wight]]...) hag ez a d'ober un hollad anvet "Breizh-Veur" ivez. Meur a vro a gaver enni: [[Bro-Saoz]], [[Kembre]] ha [[Bro-Skos]]<ref><small>[[Kernev-Veur]] a vez sellet outi evel ur vro distag diouzh Bro-Saoz gant Kerneveuriz alies, met ent-ofisiel n'he deus tamm anaoudegezh disparti ofisiel ebet.</small></ref> hag o c'hêrioù-penn: [[Londrez]], [[Kerdiz]] ha [[Dinedin]]. Asambles gant [[Hanternoz Iwerzhon]] ez a d'ober ur stad anvet [[Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon]] pe, berroc'h, ar Rouantelezh Unanet, krouet e [[1707]] gant unvaniezh [[Bro-Saoz]] ha [[Bro-Skos]] evit ober Rouantelezh Breizh-Veur hag e [[1801]] gant stagadenn [[Iwerzhon]] ouzh ar Rouantelezh. E [[1921]] eo deuet al lodenn vrasañ eus Iwerzhon dizalc'h, ar pezh a ro ar stad a zo anavezet bremañ.
 
Anv kentañ an enez a oa neuze Albion (Ἀλβίων) pe ''insula Albionum''. Dont a ra an anv pe eus al latin ''albus'' a dalv "gwenn" (o kaout soñj eus tornaodoù [[Dover]]) pe eus "enezenn an ''Albiones'' meneget gant [[Pytheas]]. Gallout a reer tostaat an anv eus anv gouezelek [[Bro-Skos]], ''Alba'', a zo kar ouzh hini ar menezioù [[Alpoù|Alp(où)]].
 
== Notennoù ==
<references/>
 
== Gwelet ivez ==
* [[Enez Vreizh]]
* [[Preden]]
 
== Notennoù ==
<references/>
 
 
[[Rummad:Rouantelezh-Unanet]]
43 616

modifications