Jean-Marie de Lamennais : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 8:
E 1789, Gratienne-Jeanne Lorin mamm Yann-Vari De La Mennais a ya da anaoan ouzhpenn d'ar c'holl-se e krog ar reveulzi c'hall. Mard eo ar familh digor a-walc'h d'ar mennozhioù nevez e chom sklaer an diaz gatolik ganti. An darvoud a lakao Yann-Vari De la Mennais da vont etrezek hent an Iliz a vezo ar Spont-Bras. Dre gwelet ar jahinerezh o sevel a-enep beleien e gorn-bro e-krog gant harpañ ha kuzhañ anezho a-feur ma bad ar mare spouronus e ya donoc'h gant ar Feiz. Dre e vuhez kefredel uhel, e vo douget da zifenn an Iliz a-enep da brederourion ar [[Kantved ar Sklêrijenn|Sklêrijenn]].
 
==== Yann-Vari De La Mennais en Iliz ====
 
Goude bezañ beleget d'ar 25 a viz c'hwevrer 1804 en Roazhon e ya da gure en iliz-veur [[Sant-Maloù]] war ar memes-tro e vezo kelenner war ar [[Feizoniezh]] er seminar ha vikel-vras.Skuizh-divi e vez dre al labour fonnus a vez da gas da benn, rediet e vo da baouez ha da vont da repuiñ war douaroù ar familh. Adkavout a ra e vreur yaouankañ Felicite ha gantañ e kasont ar preder war stad an Iliz en o amzer hag ar cheñchamantoù ret a vize da zegas. Adkregiñ a ra gant e gargoù en Iliz met siwazh fall e ya an traoù gantañ, dre urzh Napoleon ez eo serret ar seminar ha dre ar blokus-kevandirel ez eo rivinet ar familh De La Mennais. Mont a ra a-du gant goulenn eskob [[Sant-Brieg]] dont a ra Yann-Vari da vezañ e sekretour. Penn-kentañ ar bloavezh 1815 eskob Sant-Brieg a ya da anaon. Da 35 bloaz en em gav neuze Yann-Vari De La Mennais e-penn an eskopti. E-pad pemp ploazh e vezo adkavet o vont dre hentoù e eskopti dizehan oc'h adurzhiañ pep tra: ar seminarioù, ar manatioù, kemer a ra penn meur a visionoù war-zu ar bobl munut... Amañ e vezo bammet gant stad truezhus ar yaouankiz, ar c'hudennoù feulster graet dezho pe graet ganto, an niver bras a emzivad laosket da vont gant hent ar strad. Sur ez eo bremañ Yann-Vari De La Mennais gant daou a dra. Ret ez eo groñs da vont etrezek ar yaouankiz evit e saveteiñ ha gwellaat e stad truezhus, ouzhpenn da-se an deskamant ez eo a vez ar voger wellañ d'ar yaouankiz evit chom hep kenderc'hel da vont etrezek an hentoù hudur dazont ebet ganto.