Jean-Marie de Lamennais : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 11:
== Yann-Vari De La Mennais en Iliz ==
 
Goude bezañ beleget d'ar 25 a viz c'hwevrer 1804 en Roazhon e ya da gure en iliz-veur [[Sant-Maloù]] war ar memes-tro e vezo kelenner war ar [[Feizoniezh]] er seminar ha vikel-vras.Skuizh-divi e vez dre al labour fonnus a vez da gas da benn, rediet e vo da baouez ha da vont da repuiñ war douaroù ar familh. Adkavout a ra e vreur yaouankañ Felicite ha gantañ e kasont ar preder war stad an Iliz en o amzer hag ar cheñchamantoù ret a vize da zegas. Adkregiñ a ra gant e gargoù en Iliz met siwazh fall e ya an traoù gantañ, dre urzh Napoleon ez eo serret ar seminar ha dre ar blokus-kevandirel ez eo rivinet ar familh De La Mennais. Mont a ra a-du gant goulenn eskob [[Sant-Brieg]] dont a ra Yann-Vari da vezañ e sekretour.

Penn-kentañ ar bloavezh 1815 eskob Sant-Brieg a ya da anaon. Da 35 bloaz en em gav neuze Yann-Vari De La Mennais e-penn an eskopti. E-pad pemp ploazh e vezo adkavet o vont dre hentoù e eskopti dizehan oc'h adurzhiañ pep tra: ar seminarioù, ar manatioù, kemer a ra penn meur a visionoù war-zu ar bobl munut... Amañ e vezo bammet gant stad truezhus ar yaouankiz, ar c'hudennoù feulster graet dezho pe graet ganto, an niver bras a emzivad laosket da vont gant hent ar strad. Sur ez eo bremañ Yann-Vari De La Mennais gant daou a dra. Ret ez eo groñs da vont etrezek ar yaouankiz evit e saveteiñ ha gwellaat e stad truezhus, ouzhpenn da-se an deskamant ez eo a vez ar voger wellañ d'ar yaouankiz evit chom hep kenderc'hel da vont etrezek an hentoù hudur dazont ebet ganto.
E 1819 e vez anvet un eskob nevez e Sant-brieg, mont a ra Yann-Vari De La Mennais da [[Pariz]] e-lec'h ma voe karget da zibab un daou-ugent a eskibion evit [[Bro-C'hall]]. Nac'h a reas bepred bezañ eskobet e-unan avat. Etretant en deus diazezet gant an aotrou [[Gabriel Deshayes]] eus [[an Alre]] ur genvreuriezh a vo penn-kentañ kenvreuriezh "[[Breudeur ar Gelennadurezh Kristen]]" anavezet gwelloc'h dindan he lesanv "Breudeur Ploermael", e-lec'h m'emañ Ti-kreiz an urzh-se.