Jean-Marie de Lamennais : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 7:
An tad Per-Loeiz Robert a oa paramantour anezhañ e kêr Sant-Maloù. Nebeut araok ar Reveulzi C'hall e oa bet barradoù naonegezh drastus war kostez bro Sant-Malou ha Dinan (1782, 1786) , an tad a implijas nerzh e di kenwerzh da gas greun gwerzhet da goll paneveken roet d'an dud da gaout bara evit ar brashañ niver. Dre an oberenn-se e voe goulennet gant Breujoù Breizh tra ma vize roet un titladur a noblañs dezhañ evit e servij da vat ar vro hag ar bobl. E miz mae 1788, Loeiz 16 a roas an titladur dezhañ, an Aotrou Per-Loeiz Robert De La Mennais a vez graet d'eus outañ a-benn neuze.
 
E 1789, Gratienne-Jeanne Lorin mamm Yann-Vari De La Mennais a ya da anaoan, ouzhpenn d'ar c'holl-se e krog ar reveulzi c'hall. Mard eo ar familh digor a-walc'h d'ar mennozhioù nevez e chom sklaer an diaz gatolik ganti. An darvoud a lakao Yann-Vari De la Mennais da vont etrezek hent an Iliz a vezo ar Spont-Bras. Dre gwelet ar jahinerezh o sevel a-enep beleien e gorn-bro e-krog gant harpañ ha kuzhañ anezho a-feur ma bad ar mare spouronus e ya donoc'h gant ar Feiz. Dre e vuhez kefredel uhel, e vo douget da zifenn an Iliz a-enep da brederourion ar [[Kantved ar Sklêrijenn|Sklêrijenn]].
 
== Yann-Vari De La Mennais en Iliz ==