Gregor VII : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Ar restr commons:File:Pope_Gregory_I_illustration.jpg oa bet lakaet e-lerc’h Pope_gregory_vii_illustration.jpg ; Goulennet e oa gant commons:User:Ymblanter (File renamed: [[commons:COM:FR#reasons|File renaming criterion #5]...
Kempennoù
Linenn 22:
=== '''Orin:''' ===
A orin eus ur familh aotrouien vihan eus [[Toskana]] e oa Ildebrando. Yaouank e oa pa voe kaset da vanac'h da [[Roma]]. Buan a-walc'h e teuas da vezañ chapalan Gregor VI, ur pap reformour tost anezhañ eus doareoù Clunysian (Manati Cluny, e [[Bourgogn]]) da welet ar relijion. Pa varvas Gregor VI e voe anvet [[Leon IX]] da bab. Aze e pignas Ildebrando e hierarkiezh an Iliz Roman. Anavezet e oa evit bezañ ur reformour taer en e zoare da welet bed an Iliz. Ret e oa disaotrañ anezhi eus breinadurezh ar re lik, ar [[Simoniezh]] (koñvers kargoù an dud a Iliz) hag an [[Nikolaouriezh]] (dimeziñ an dud a Iliz ha treuskas o c'hargoù d'o bugale goude). War-lerc'h un tamm mat eus e vuhez tremenet o kuzuliañ un heuliad a bibien e voe dilennet da bab an [[Iliz katolik roman]] d'an {{Deiziad|22|Ebrel|1073}}. Dindan gwask pobl Roma e voe kaset Ildebrando da bab, spi un den feal da gomzoù ar C'hrist, hag ur gwir reformour ennañ. Kemer a reas anv Gregor VII, e memor da [[Gregor Iañ]].
 
=== '''Ur pappab c'hoant dezhañ "divreinañ" an Iliz''' ===
 
E kement lec'h a veze gwelet gantañ, e kase d'ar strad an trafik kargoù. Diskarget e vez ur bern eskibien "breinet" gant ar Simoniezh. Mont a ra betek tagañ [[roue Bro-C'hall]], [[Fulup 1añ]], pe duk Normandia, Gwilherm II. Beajiñ a ra er bed Kristen a-bez da ziskargañ eskobet Simoneg anezho, pe dimezet. Kreskiñ a ra ivez an niver a enebourien dezhañ moarvat! [[Herri IV, impalaer roman ha german (1056–1106)]] a wele d'un doare fall ur paour-kaezh briz-aotrou pap o lakaat e fri e aferioù an Impalaeriez. E 1075, bloavez dilenn Gregor VII e voe muntret eskop Milano gant pobl ar c'hêr. Breinet betek re e oa an eskop hervez ar bobl, hag asantet e voe ar muntr gant Gregor VII. Pad all, ne voe ket asantet tamm ebet gant Herri IV, rak Milano a oa ur gêr dindan beli an Impalaeriezh, hag eñ n'oa lakaet an eskob e plas. Setu deroù ur brezel sivil e Milano, 10 bloaz padet dezhi.
 
=== '''Emgann ar galoud etre Gregor VII hag Herri IV''' ===
 
Oa ket ur bloaz e oa bet kaset Gregor VII da bapbab m'en devoa an impalaer war e chougchouk. Dister e oa roll ar pap en a-raok fin an XI vet kantvet, e ne oa ket an impalaer gwall challet da ziskargañ ur pap torr-penn d'an nebeutañ. E fin ar bloavez 1075, eec'h ansavasanzavas Gregor VII an "''Dictatus Papae''. Er c'hoñsil-mañ e voe lakaet ur galloud a-us d'ar re all (memes d(an impalaer) d'ar pab. Ur bloaz war-lerc'h, evit respont d'ar c'hoñsil-se, e galvas an Impalaer hini [[Worms]]. Diviz a reas gant eskobet Germania eskomunugañ Gregor VII eus an [[Iliz katolik roman]]. A-raok pell e voe graet ar memes tra gant Gregor VII: skarz a reas an impalaer eus korf an Iliz. Buan tre, e rankas an noblañs Germanad diviz da heuliañ unan pe egile, ha darn vrasañ anezho a choazas ar pab. Emsavadegoù e leiz a voe neuze kaset da-benn gant aotrouien an impalaeriezh Roman German a-enep d'o impalaer. E 1077, e voe Herri IV rediet da vont da belerinaj evit adkavout e galloud, a kas an eskomunugenn pouner anezhi war e gein d'an anaon. Mont a reas betek Canossa e Italia da gejañ ouzh ar pab a da skarzhañ e eskomunugenn kuit. Deuet e oa Gregor VII a-benn da lakaat den kreñvañ Kornog Europa da blegañ d'e reform. Pez e krede sur mat, met e 1080 e kasas Herri IV ur arme da lakaat seziz war Roma. Kas ar reas un eneppab, [[Klemañs III]] war gador Sant-Pêr. Dilennet voe neuze un enepimpalaer gant Gregor VII... An darvoudoù-se, diposupl anezho da gavout un diskoulm a c'hell bezañ komprennet peogwir n'e oa ket posupl d'an Impalaer kaout gallout hep anvel eskobet am Impalaeriezh. Mont a rae an eskobet dilennet gantañ da reiñ galloud dezhañ war tachennoù pec'hennet gant ar brinsed German. Ouzhpenn da-se, e teue e binvidigezh eus an tailhoù dastummet war douaroù e Eskobet. Ma n'eo ket eñ barrek ken da zilenn e eskobet dezhañ: N'en devo galloud ebet ken.
 
=== Fin an trubuilhoù ===
 
Eskumunuget e voe Herri IV un eil wech gant Gregor VII, hag ur wech c'hoazh, e rankas an impalaer plegañ dindan gwask e aotrouien. Mervel a reas Gregor VII ur bloaz war-lerc'h, e 1085, goude bezañ cheñchet meur a dra en Iliz Katolik. E roformoù a gasas ar pab a-us da biramidenn an Iliz hag ar Gristeniezh. Skarzhet e voe un darn mat eus an eskobet lakaet anezho e plas gant an aotrouien en Europa a-bez, ha kreñvaet a galz e voe galloud ha mestroniañ an Iliz war douaroù ar Gristeniezh. Tud feal dezhi e pep eskobti, pe dost...
Linenn 43:
[[Rummad:Marvioù 1085]]
[[Rummad:Pibien]]
 
{{Liamm PuB|hr}}
{{Link GA|fr}}