Stanley Kubrick : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 14:
Goude-se, e [[1956]], e sevenas e drede film, ''The Killing'', istor ur strollad laeron o klask tagañ un ti-bank, kontet gant ur vouezh off. Mont en-dro ar film hag e istor a vefe digomprenus ma ne vije ket eus ar vouezh-se. E-barzh ar film-mañ e vez gwelet levezon ar flash-backoù implijet gant [[Orson Welles]] e-barzh [[Citizen Kane]] (''The Killing'' a levezono kalz ur film all : ''Reservoir Dogs'' sevenet gant [[Quentin Tarantino]]). E-pad aozadur ar film-mañ e lakas Kubrick e pleustr e soñjoù war ar vicher sevener ha filmaozer : evitañ, ur sevener a rank bezañ er memes koulz leurenner ha teknikour.
 
E [[1957]] e sevenas ur film nevez gant [[Kirk Douglas]], anvet ''PathPaths of Glory''. Ur film diwar-benn ar c'hentañ brezel bed eo. Strollad-meur arme [[Bro-C'hall]] a ziviz aozañ un dagadenn war ur savadur-brezel alaman zo kontet diziskarus. Kas soudarded da seveniñ ar gefridi-se a dalvez o c'has d'ar marv holl-gwitibunan. E-pad an arsailh e tistro ar soudarded d'ar fozelloù peogwir eo diposupl kemer ar savadur. Met pennoù an arme a ziviz kastizañ d'ar marv un nebeud soudarded. An abeg : dizerterezh. An dra-se a gaso d'ur prosez e-lec'h ma tiskouez Kubrick neantiz ar brezel, ha darvoudoù bet c'hoarvezet evit gwir. Er film-mañ e implijas [[travelling]]où war-gil e-barzh ar fozelloù. Doareoù implijet ha kopiet alies diwezhatoc'h e filmoù disheñvel gant tud all. Met Kubrick a ziskouezas ivez e oa barrek da fromañ en un doare fin ha speredek (da skouer pa'n em lak ur plac'h da ganañ dirak ar soudarded). Skeudenn arme Bro-C'hall a zo fall-kenañ e-barzh ar film. Ne vo skignet e [[Bro-C'hall]] ken nemet e [[1975]]. Ar studio an hini n'en dije ket bet c'hoant e skignañ abretoc'h ha ne vije ket bet difennet gant ar stad evel ma vez laret alies-kenañ.
 
E [[1960]], [[Kirk Douglas]], hag a laboure war ''[[Spartacus (film)|Spartacus]]'', a c'houlennas ouzh Stanley Kubrick seveniñ ur film e-lec'h [[Anthony Mann]] hag a oa broc'het gant Douglas. Neuze e echuas ar film-mañ, met ne oa ket laosket kalz a frankiz dezhañ : kalz eus ar prantadoù eus ar film a zo bet troc'het gant ar studio, met war prantadoù ar senario, e vez gwelet sklaer roudoù Kubrick. Goude-se e guitas Hollywood evit mont da [[Bro-Saoz|Vro-Saoz]], hag embann a reas ne sevenfe ket filmoù nevez hep kaout ur vestroni ha gwirioù a bep seurt war e film (senario, ar produiñ, ar ''final-cut'', hag all,...). Diwar kement-mañ ez eus ganet ur seurt mojenn diwar-benn e bersonelezh : hini ur sevener a blij dezhañ bezañ e-unan, a-gostez eus ar bed.