Brezel Viêt Nam : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
 
Heuliañ a ra [[kentañ brezel Indez-sina]] (1946-1954) kollet gant ar C'hallaoued en [[Dien Bien Phu]].
 
== Geriaoueg brezel Vietnam ==
 
Hir ha don ez eo bet brezel Vietnam setu ma z'eo ganet kalz a c'heriaoueg liammet kren gant ar brezel 'se. Dre ma z'eus bet un toullad a vrezelioù en [[Indez-china]] e vez kavet anvioù kendeuzet gant ar re a gemeras perzh eni da simplaat ar gompren d'eus peseurt brezel a vez kaoz. Evit ar Vietnamiz ez eo ''Chiến tranh Việt Nam'' (Brezel talañ da Amerika) pe ''Kháng chiến chống Mỹ'' ( Ar brezel Viêt Nam). E-kostez an Amerikaned e vezo adkavet an anvioù '''Brezel Viêt Nam''' (Vietnam War) pe '''Eil brezel Indez-Sina''' (Second Indochina War ) pe Vietnam Conflict pe c'hoazh evit an ez-soudarded "The Nam".
 
== Istor brezel Vietnam ==
 
A-feur ma z'eo bet dipitet hag enebet pobl Amerika da brezel Vietnam e grogas mare [[vietnamizadur]] ar brezel o welet engouestl troadegiezh lu Amerika mont war vihanaat ha laoskel lu su Vietnam da genderc'hel gant ar stourm [[enep-komunour]] e-unanig. Memes ma z'eo bet sinet [[skrid-emglev peoc'h Pariz]] gant an holl tuioù engouestlet er brezel d'ar 27 a viz genver 1973 e gendalc'has ar brezel dizehan.
 
== Ar Stadoù-Unanet o kuitaat brezel Vientam (1973-1975) ==
 
Dre nerzh al [[lusk enebet da brezel Vietnam]] er Stadoù-unanet ha peurest bed ar C'hornôg, o welet [[enep-kultur ar bloavezhioù 1960]] o vont war fonusaat, e baouezhas an engouestl eeun soudardel Amerikan. D'ar 15 a viz eost 1973 e vez votet [[Case–Church Amendment]] gant [[Kendalc'h Ar Stadoù-Unanet]]. Difenn a ra d'al lu Amerikan da genderc'hel gant brezeliañ er [[Vietnam]], [[Laos]] ha [[Kambodia]] paneveken aotre [[Kendalc'h ar Stadoù-Unanet]] d'ar Brezeidant.
 
Ne baouezh ket ar Brezel evit ar Stadoù-Unanet memestra ha kenderc'hel a ra da reiñ harp da [[Vietnam ar su]] dre an arc'hantaouiñ ha reiñ dafar brezel.
 
== Dibenn brezel Vietnam ==
 
Aet e oa an trec'h gant an norzh, ha kuitaet e voe [[Indez-Sina|Indezsina]] gant an Amerikaned dindan ur stumm feukus ha stroñs evit pobl Amerika o welet skeudennoù tec'hadenn an Amerikaned ha lod Vietnamianiz d'eus kannadur ar Stadoù-Unanet e Saïgon. D'an 30 a viz ebrel 1975 da 3 eur hanter diouzh an abardaez ez eo echu gant Vietnam ar su gant [[kouezhadenn Saïgon]]. Embannet e voe ur gouarnamant komunour e su ar vro ha staget ouzh norzh d'an 2 a viz gouere 1976 d'ober [[Viêt Nam|Republik Sokialour Viêt Nam]].