Arc'hantina : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot : eo:Argentino zo ur pennad eus an dibab
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
tammig istor
Linenn 48:
|}
 
'''Arc'hantina''' zo ur vro eus [[Amerika ar Su]]. Emañ etre aradennad an [[Andoù]] ha su ar [[Meurvor Atlantel]]. En-dro da Arc'hantina emañ [[Uruguay]], [[Brazil]], [[Paraguay]], [[Bolivia]] ha [[Chile]]. Ar [[spagnoleg]] eo ar yezh ofisiel. [[Buenos Aires]] eo ar gêr-benn. Savet eo anv ar vro, e spagnoleg evel e brezhoneg, diwar an elfenn ''[[arc'hant]]'', ur metal rouez a greded e oa kalz anezhañ er vro.
 
[[Restr:ViñedoCafayate.jpg|thumb|left|250px|[[Salta (proviñs)]].]]
 
== Istor ==
Ar roudoù kentañ eus annezidi en douaroù a zo aet d'ober stad Arc'hantina a gaver e su [[Patagonia Arc'hantina|Patagonia]], war-dro 13 000 bloaz zo. Gwalarn ar vro a zeuas da vezañ un darn eus an implaeriezh [[Inka]] en eil hanteren ar {{XVvet kantved}}.
 
Istor skrivet ar vro ne grogas nemet goude donedigezh Europiz, abred er {{XVIvet kantved}}. Ar re gentañ o tilestrañ er vro e voe ar Spagnad [[Juan Díaz de Solís]] hag e vartoloded e [[1516]].
 
E [[1776]] e voe savet gant ar Spagnoled [[Besrouantelezh Río de la Plata]] gant an douaroù bet aloubet ganto en-dro d'ar [[Río de la Plata]]. Goude [[Emsavadeg miz Mae]] e [[1810]], e voe savet galloudoù dizalc'h diouzh Spagn hag a-benn ar fin e voe embannet an dizalc'hiezh d'an [[9 a viz Gouere]] [[1816]]. Trec'het e voe ar Spagnoled da vat, e meur a emgann, gant ar jeneraled [[José de San Martín]], [[Manuel Belgrano]] ha [[Martín Miguel de Güemes]], ha re all c'hoazh. Embannet e voe ar [[bonreizh|vonreizh]] e [[1853]], goude diktatouriezh [[Juan Manuel de Rosas]].
 
En [[XIXvet kantved|XX{{vet}}]] hag en {{XXvet kantved}} e voe meur a grogad start etre mirourien ha frankizourien, hag etre kostezennoù politikel hag an arme. Goude an [[Eil Brezel-bed]] e voe gwelet [[Juan Perón]] o kemer ar galloud. Meur a daol-stad a voe goude-se gant an arme. Goude diaesterioù armerzhel bras ha goude [[Brezel an Inizi Maloù]], e 1983, e teuas gouarnamantoù demokratel en-dro e penn ar vro. Meur a vouezhiadeg zo bet abaoe, ha daoust d'an diaesterioù armerzhel bras ha d'ar [[monc'hwez]] er [[bloavezhioù 2000]] e talc'h ar vro da vezañ renet evel ur republik demokratel.
 
== Pennadoù kar ==
* [[Proviñsoù Arc'hantina]].
 
== Liammoù diavaez ==