Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 49, bloaz 2014 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 72:
 
:Demat deoc'h, Emaon o paouez lenn penn-da-benn ar pennad "Kemennadenn" an titl anezhañ. Ez an da anzav deoc'h ne gomprenan takenn ennañ. Ur gourdrouz fetis ho peus-c'hwi skrivet amañ, met '''ouzh piv resis''' 'ta ? Bremañ p'eo krog an traoù ez eo ret deoc'h mont pelloc'h gante. '''Piv zo tamallet da vezañ kaset ul lizher dizanv da biv ?''' Bezit sklaer, mar plij ganeoc'h, rak, evel m'ho peus skrivet uheloc'hik, n'haller ket chom ar seurt gourdrouz "en damveneg". Da c'hortoz ho respont.--[[Implijer:Prieladkozh|Prieladkozh]] ([[Kaozeadenn Implijer:Prieladkozh|kaozeal]]) 6 Kzu 2014 da 12:41 (UTC)
::Setu ar fedoù en o noazh. Resevet eo bet war e lec'h-labour gant un den, n'en deus morse skrivet war hor wiki-ni, ha rak-se n'hall ket bezañ Sad Edgar, ul lizher dizanv skrivet ennañ "Demat deoc'h.... Sad Edgar". Pa oa digomprennus a-grenn dezhañ, en deus goulennet tro-dro dezhañ, ha kavet e fin ar gont e oa bet anv anezhañ e-barzh kaozadennoù war ar Wikipedia brezhonek, ma veze sañset diskoachet eno idantelezh Sad Edgar. Tra diaez da c'houzañv eo bezañ droukkomzet war e gont, hag e gaou ouzhpenn. Ha fet al lizher dizanv a zo grevusoc'h c'hoazh, na vefe ket bet anezhañ panevet ar c'haozeadennoù toull-se. Setu perak en deus goulennet e vefe embannet, ganin (peogwir ez on-me ur perzhiad er Wikipedia anavezet gantañ), ur gemenadenn a-berzh dezhañ. Eeun ha reizh e seblant din e c'houlenn : ma vo diverket kement lavarenn a sell outañ, pa n'eo ket-eñ Sad Edgar (ha da heul n'en deus tra da welet en tamalloù a vez graet d'ar Sad Edgar-se), ha p'en deus ar gwir e vefe doujet outañ.
 
===Buhez prevez===