Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
Tennet koniriachoù diwar ma fenn
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 99:
==Liammoù==
N'on ket sur eo memes tra ur pennad db ''Aberzhidigezh Izaag en arz'' (amañ), ha pennadoù db Izaag, den ar Bibl, er yezhoù all. Neuze n'on ket sur eo mat al liammoù a rez. Un doare all zo da welout an traoù evel-just. Gallout a reer tostaat ar pennad-mañ ouzh re ar yezhoù all: neuze eo ur pennad nevez a chom da sevel. Me ne rin nemet db an arz. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] ([[Kaozeadenn Implijer:Bianchi-Bihan|kaozeal]]) 4 Mae 2012 da 15:23 (UTC)
 
== Kemennadenn ==
Demat ha trugarez deoc'h eus ho respont,<br>Ma lezit da ziverrañ ho tisplegadennoù : Bet degemeret ul lizher dizanv ("Demat deoc'h.... Sad Edgar" ennañ) gant un den war e lec'h-labour. Hemañ n'en deus skrivet biskoazh ha ne skriv tra ebet amañ. Koulskoude, daoust dezhañ bezañ divarrek diwar-benn traoù Wikipedia, ez eo deuet a-benn da veizañ e veze kaoz eus un implijer Sad Edgar, kement-se o c'houlennata e anaoudegezh en-dro dezhañ. Feuket e vefe droukkomzet outañ, e gaou, en deus fiziet ennoc'h, dre m'emaoc'h e-touez e anaoudegezh ha perc'henn war ur gont amañ, ar gefridi da gas ar gemennaden emaomp o kaozeal diwar he fenn. Goulenn a ra ma vo diverket kement tra a oa bet skrivet diwar e benn, anez se e savo klemm ouzh an dud a gav-eñ ez eo pennkaoz da gement-se.<br>
N'em eus abeg ebet da soñjal e vije bet ijinet an istor-se ha kemeret e vo ganin evel gwir bater. Padal, un dra a seblant mont a-dreuz ennañ. Kroget e oa bet an traoù pa oa deuet an implijer Yoel ar C'horr (ma ne fazian ket) d'ober "faskour" gant un implijer all (Bianchi-Bihan kement ha bezañ resis). Kavet e oa bet e veze implijet an div gont Yoel ar C'horr ha... Sad Edgar gant ar memes den. Lennit mat : n'em eus ket soñj tamm ebet e voe meneget nag anv-bihan, nag anv-familh, na lec'h annez an hini a ra gant an anv implijer Sad Edgar. Neuze, '''displegit din penaos en dije komprenet an den a dalvezit da zegemenner dezhañ e veze kaoz anezhañ ?''' Digomprenus-kenañ eo !<br>
Chom a ra direspont ur goulenn all hag am boa savet ouzhoc'h : "Ur gourdrouz fetis ho peus-c'hwi skrivet amañ, met '''ouzh piv resis''' 'ta ?" Da c'hortoz ho respont, sulvezh mat deoc'h.--[[Implijer:Prieladkozh|Prieladkozh]] ([[Kaozeadenn Implijer:Prieladkozh|kaozeal]]) 7 Kzu 2014 da 09:26 (UTC)