Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Resisadurioù z-zviout ar gemennadenn
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 103:
Demat ha trugarez deoc'h eus ho respont,<br>Ma lezit da ziverrañ ho tisplegadennoù : Bet degemeret ul lizher dizanv ("Demat deoc'h.... Sad Edgar" ennañ) gant un den war e lec'h-labour. Hemañ n'en deus skrivet biskoazh ha ne skriv tra ebet amañ. Koulskoude, daoust dezhañ bezañ divarrek diwar-benn traoù Wikipedia, ez eo deuet a-benn da veizañ e veze kaoz eus un implijer Sad Edgar, kement-se o c'houlennata e anaoudegezh en-dro dezhañ. Feuket e vefe droukkomzet outañ, e gaou, en deus fiziet ennoc'h, dre m'emaoc'h e-touez e anaoudegezh ha perc'henn war ur gont amañ, ar gefridi da gas ar gemennaden emaomp o kaozeal diwar he fenn. Goulenn a ra ma vo diverket kement tra a oa bet skrivet diwar e benn, anez se e savo klemm ouzh an dud a gav-eñ ez eo pennkaoz da gement-se.<br>
N'em eus abeg ebet da soñjal e vije bet ijinet an istor-se ha kemeret e vo ganin evel gwir bater. Padal, un dra a seblant mont a-dreuz ennañ. Kroget e oa bet an traoù pa oa deuet an implijer Yoel ar C'horr (ma ne fazian ket) d'ober "faskour" gant un implijer all (Bianchi-Bihan kement ha bezañ resis). Kavet e oa bet e veze implijet an div gont Yoel ar C'horr ha... Sad Edgar gant ar memes den. Lennit mat : n'em eus ket soñj tamm ebet e voe meneget nag anv-bihan, nag anv-familh, na lec'h annez an hini a ra gant an anv implijer Sad Edgar. Neuze, '''displegit din penaos en dije komprenet an den a dalvezit da zegemenner dezhañ e veze kaoz anezhañ ?''' Digomprenus-kenañ eo !<br>
:Demat dit, trugarez da gemer ar gudenn-mañ e kont en un doare seder. Damveneget ez eus bet evit gwir anv-familh ([[Kaozeal:Argo|amañ, deroù al linenn ziwezhañ]], [[Kaozeal:Eil_Restaorasion|aze ivez, diwezh ar rannbennad kentañ hag eil rannbennad diwezhañ]]), micher ha lec'h-labour ([[Kaozeal:Sfins_(Egipt)|amañ, diwezh ar pennad kentañ]], [[Kaozeal:Soudarded_vreizhat_bet_fuzuilhet_gant_al_lu_gall_e-pad_ar_Brezel-bed_kenta%C3%B1#Anv-implijer|aze ivez, diwezh ar rannbennad kentañ]]), ha perzh en aozadurioù sevenadurel ([[Kaozeal:Eil_Restaorasion|amañ]], meneg eus ur "c'huzul meur" un tamm faltaziek, diwar dremen]]) enun den gwirion, en deus resevet da c'houde ul lizher dizanv war e lec'h-labour.[[Implijer:Jañ-mai|Jañ-Mai]] ([[Kaozeadenn Implijer:Jañ-mai|kaozeal]]) 8 Kzu 2014 da 11:02 (UTC)
Chom a ra direspont ur goulenn all hag am boa savet ouzhoc'h : "Ur gourdrouz fetis ho peus-c'hwi skrivet amañ, met '''ouzh piv resis''' 'ta ?" Da c'hortoz ho respont, sulvezh mat deoc'h.--[[Implijer:Prieladkozh|Prieladkozh]] ([[Kaozeadenn Implijer:Prieladkozh|kaozeal]]) 7 Kzu 2014 da 09:26 (UTC)