Washington Irving : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "thumb|Washington Irving '''Washington Irving''' (3 a viz Ebrel 1783 e New York - 28 a viz Du 1859 e Tarrytown,..."
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
Mab da genwerzhourien e oa ha studioù gwir a reas a-raok mont da alvokad. Meur a wech e veajas da Europa ; bevañ a reas en [[Izelvroioù]], e [[Londrez]], e [[Pariz]], e [[Spagn]]. Kannadour ar Stadoù Unanet e Spagn e voe etre 1842 ha 1846.
 
Kregiñ a reas da skrivañ e 1802, pa gasas pennadoù d’ar gazetenn ''Morning Chronicle'', sinet gant an anv-pluenn ''Jonathan Oldstyle''. Brud a dapas goude pa voe embannet ''The Sketch Book of Geoffrey Crayon, Gent'', e 1819-1820. Derc’hel a reas da skrivañ ha da embann a-hed e vuhez hag echuiñ a reas skrivañ buhez [[George Washington]], e pemp levrenn, un nebeud mizioù a-raok e varv, d’an oad a 76 vloaz. Gant e skridoù flemmus diwar-benn ar vuhez en Europa hag er Stadoù Unanet, ouzhpenn buhezskridoù tud anavezet evel [[Mohammed]] pe [[Kristol Goulm]], e voe ar skrivagner stadunanat kentañ o tapout brud dre ar bed a-bezh. Broudañ a reas skrivagnerien all eus ar Stadoù Unanet da genderc’hel da skrivañ, evel [[Nathaniel Hawthorne]], [[Herman Melville]], [[Henry Wadsworth Longfellow]] pe [[Edgar Allan Poe]]. Anavezout a reas skrivagnerien eus Europa, evel [[Walter Scott]], [[Lord Byron]], [[Thomas Campbell (barzh)|Thomas Campbell]], [[Francis Jeffrey]] ha [[Charles Dickens]]. Dickens a reas Irving anaoudegezh gantañ pan eas d'ober e veaj da SUA, ha goude en em weljont ivez e Londrez. Klask a reas Irving ober eus ar skrivañ ur gwir vicher ha goulenn a reas ma vije lezennoù strishoc’h da wareziñ gwirioù ar skrivagnerien, evel ma c'houlenne ivez e vignon Dickens.
 
== Un nebeud oberennoù ==