Bertrand-François Mahé de la Bourdonnais : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Bet ganet d'an [[11 a viz C'hwevrer]] [[1699]] e [[Sant-Maloù]], aet da Anaon d'an [[10 a viz Du]] [[1753]] e [[Pariz]] e oa '''Bertrand-François Mahé de la Bourdonnais''' ur merdeer.
 
D'an oad a zek vloaz e voe ezel eus kouch ul lestr o vont war-du morioù ar Su. Deskiñ a reas matematikoù gant aluzener ar bourzh. E [[1718]] e teuas da vezañ letanant war listri [[Kompagnunezh an Indez]]. Anvet e voe da gapiten e 1724.
{{LabourAChom}}
 
Dont a reas a-benn da gemer staliadur kenwerzh Mahe war aodoù [[Malabar]] goude bezañ lakaet soudarded da zilestrañ gant radelloù ha kemeret ar c'hreñvlec'hioùigoù. Aotreet e voe dan ouzhpennañ Mahé d'e anv gant roue Frañs.
 
Anvet e voe Gouarnour Meur [[Inizi Frañs ha Bourbon]], deuet da vezañ [[Mauritius]] ha [[La Réunion]], e [[1734]]. Diorren a reas o ekonomiezh.
 
Anvet e voe da gabiten-fourgadenn war listri ar roue e 1740 ha kaset da sikour [[Dupleix]] a oa en arvar e [[Pondicheri]]. Dizemglev a savas etre an daou zen. Harpet oa Dupleix gant pennoù Kompagnunezh Indez. Tamallet e voe Mahé de la Boudeonnais da vezañ klasket en em glevout gant ar Saozon. Ur wech distro da Vro-C'all e voe toullbac'het er [[Bastille]] d'an [[2 a viz Meurzh]] [[1748]]. Kemeret e voe e vadoù digantañ. Kavet e voe digablus, dieubet ha didamallet met mervel a reas un nebeut amzer war lerc'h.
 
Ur poltred anezhañ a gaver e mirdi Sant-Maloù. Unan eus salioù emvod Kuzul rannvro Breizh en Otel ar Pastor Mat e [[Roazhon]] a zoug e anv.
 
===Mammennoù===
 
*500 Bretons à connaître gant Jean-Loup Avril, embannadurioù L'Ancre de Marine, 1989.