Orderic Vitalis : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 2:
 
== E vuhez ==
Diwar-benn e vuhez e ouzer ar pezh a gont e-unan e levr 4 e ''Historiae Ecclesiasticae''. Ganet e oa bet e 1075, ha badezet Orderic (pe ''Ordericus''), e keriadenn Atcham, e-kichen [[Shrewsbury]], e kornôg Bro-Saoz, nepell diouzh [[Kembre]]. Gall e oa e dad ''Odelerius'', ur [[beleg]] e servij [[Roger Montgomery, 1añ kont Shrewsbury]], ha Saozez e oa e vamm moarvat. Bevañ a reas e [[Shropshire]] betek an oad a 11 vloaz ha neuze e voe kaset da vout kloareg da vanati [[Saint-Evroul-en-Ouche]], ur [[manati]] Beneadiz e [[Normandi]].<ref>David Walker, ''The Norman Conquerors'' (Abertawe, 1977), p. 23.</ref> Gant ar venec’h eno e voe adanvet Vitalis (pa oa anvet Orderic hepmuiken a-raok), rak diaes e kavent distagañ e anv-badez [[saoznek]]. Diwezhatoc’h e sino e skridoù gant an daou anv, Ordericus ha Vitalis, hag ouzhpennañ a rae ivez an anv ''Angligena'', da lavaret eo « genidik a Vro-Saoz ».
 
[[Beleg]]et e voe e 1107. Meur a wech ez eas kuit diouzh manati Saint-Evroul-en-Ouche ha kontañ a ra e veajoù da [[Croyland]], [[Worcester]] (e Bro-Saoz), [[Cambrai]] ha [[Cluny]] (war an [[douar-bras]] Europa) en e skridoù.
 
Tamm-ha-tamm en em lakaas da adskrivañ [[dornskrid]]où, rak troet e oa gant al lenn hag ar skrivañ. Goulennet e voe outañ gant an [[abad]] skrivañ istor manati Saint-Evroul.