Fant Rozeg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 2 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q3066512 (translate me)
Linenn 4:
 
==Buhez==
N'eo ket bet desavet e [[brezhoneg]], met pa venne intent ar pezh a lavare he zud etrezo e teskas ar yezh pa oa 12 vloaz gant harp un amezeg. Mont a reas da [[Pariz|Bariz]] da labourat er Post. Eno e teskas [[iwerzhoneg]] er [[SorbonSorbonne]] ken e tivizas mont da Vro-Iwerzhon e 1931 evit peurzeskiñ ar yezh. Bloaz goude e tapas un tamm brud gant afer an darzhadenn e Roazhon ha ken gwir e oa mignonez da [[Célestin Lainé]] ha [[Gwilherm Vertou]], an holl anezho izili eus ar gevredigezh kuzh Gwenn ha du. Klask a reas tennañ arc'hant eus labourioù saoznek a-raok dimeziñ gant [[Loeiz Andouard]], kabiten-kenwerzh, un iwerzhoneger anezhañ ivez. Desevel a rejod o zri bugel a-raok ma tivizas kuitaat he fried e 1944.<br>
Kenlabourat a reas ingal gant Roparz Hemon evit abadennoù brezhoneg Radio Roazhon. Da vare ar [[brezel]] e kemeras da gompagnun [[Yann-Vari Chanteau]], unan eus pennoù ar [[Bezen Perrot]]. Pa c'hoarvezas an [[Dieubidigezh]] e tec'hjont e bourzh sammgirri an Alamaned, met mont a reont da goachañ da Bariz. Alese e teujont a-benn da dizhout Bro-Iwerzhon. Beajet he dije Meavenn e kont un [[aozadur dengar]] a-raok mont da Bariz en-dro hag ober hec'h annez Boulouard Richard-Lenoir goude m'eo bet addimezet gant Yann-Vari Chanteau. Diwezhatoc'h ez eas da chom da Sant-Maloù.