Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
==Labour==
Perak tec'hel kuit? Gwell eo delc'her penn da'm soñj, daoust d'an heskinerezh. Barrek out war ar stummañ pajennoù, da skouer. Ezhomm 'zo eus tud eveldout amañ.--[[Implijer:Trec'hlid mitonet|Trec'hlid mitonet]] ([[Kaozeadenn Implijer:Trec'hlid mitonet|kaozeal]]) 15 Kzu 2014 da 13:48 (UTC)
:Tec'hel ne ran ket, nac'hañ brezelioù didalvez ne lavaran ket. Perak ? Dres en abeg d'an emzalc'h-se :
<blockquote>
:Hag adkrouet an ahel Edgar-Trec'hlid adarre. Hag ar memes labourerien a vo heskinet gante. Adarre. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] ([[Kaozeadenn Implijer:Bianchi-Bihan|kaozeal]]) 15 Kzu 2014 da 14:10 (UTC)
</blockquote>
::Ma klaskez labour : https://br.wikipedia.org/wiki/Diazad_Pariz
:Tri implijer taget en un taol !... Diwir, dismegañsus, disol, dizonest ha dic'houzañvadus eo ar begad-se ; enep-krenn spered Wikipedia, an divezelezh eeunañ, ma c'hredenn [[Anveliouriezh|anveliour]] (ganin eo bet astennet ar bajenn-se, ur sizhunvezh labour).
:Hag aozer ar bajenn [[Paranoia]] (375 eizhbit) a skriv kement-se ! Ur skouer splann eus e spered eo an evezhiadenn luban en doa lakaet kevret gant ar bajenn e 2009 : ''Kement ha sklaeraat mennozhioù zo'' ; penaos e c'hall ur bajenn c'houllo sklaeraat tra pe dra e spered al lennerien a zo o klask deskiñ dre un holloueziadur brezhonek ? Moarvat n'eo ket d'al lennerien e skrive, d'an &laquo;&nbsp;enebourien&nbsp;&raquo; en doa krouet dre e emzalc'h e oa hep mar.
:Ha kement-se, deuet pa oan o skrivañ a-us :
<blockquote>
::Ma klaskez labour : https://br.wikipedia.org/wiki/Diazad_Pariz
</blockquote>
:Disprizañ labour [[Implijer:Melenn14|Melenn14]] eo, evel m'eo bet disprizet hini [[Implijer:Couiros22|Couiros22]] war bajenn-gaozeal [[Kabellig Ruz]] ; klask ma sujañ eo ivez, pa rankfen sammañ al labourioù-se hep emellout e hini [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]]. Ha kenlabour eo kement-se holl ? Teurel ar bec'h war an hentez eo, tra ken.
:Ne vo ket tu din da labourat amañ, rak boulc'het eo ar brezel dija – gant ar memes implijer bepred – ha gwell am eus d'ober.
:[[File:Face-smile.svg|24px]]&nbsp;'''Trugarez dit,''' [[Implijer:Trec&#39;hlid mitonet|Trec&#39;hlid mitonet]]''', evit da gemennad ken hegarat.''' — [[Implijer:Soulianis|Soulianis]] ([[Kaozeadenn Implijer:Soulianis|kaozeal]]) 15 Kzu 2014 da 16:05 (UTC)