Andorra : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Freskaat prezidant
reizhañ liammoù diabarzh
Linenn 52:
Diskoulmet e voe ar rendael e [[1278]] gant sinadur ur [[pareaj]]. Divizet e voe e vefe rannet pennaotrouniezh Andorra etre kont Fois hag eskob [[La Seu d'Urgell]] e [[Katalonia]] (a oa un darn eus rouantelezh [[Aragon]] d'an ampoent). He zachenn hag he stumm poltikel a-vremañ a roas an emglev-se e d'ar briñselezh vihan.
 
Titl kenbriñs a dremenas da rouaned [[NavaraNavarra]]. Pa'z eas [[Henri IV|Herri IV]] da roue [[Frañs]] e kemeras ur gourc'hemenn a savas roue Frañs hag eskob Ugell da genbriñsed Andorra.
 
Etre 1812 ha 1813 e stagas an [[ImpaelariezhImpalaeriezh C'hall Kentañ|Impalaeriezh c'hall]] Katalonia outi, ha rannet etre pevar departamant. Staget e voe Andorra ivez ha d'un darn eus bann [[Puigcerdà]] (departamant Segre) ez eas.
 
E 1933 e talc'has Frañs ar vro abalamour da drubuilhoù sokial a-raok an dilennadegoù. D'an 12 a viz Gouere 1934 e voe dilennet da diern Andorra ur c'hantread, [[Boris Skossyreff]] e anv. Disklêriañ a reas ar brezel ouzh eskob Urgell. Serret e voe gant ar Spagnoled ha kaset kuit da Vro-C'hall. Etre 1936 ha 1940 e lakaas Frañs un detachamant en Andorra d'he gwareziñ ouzh efedoù ar [[Brezel Diabarzh Spagn]]. Tizhout a reas soudarded [[Franco]] harzoù ar vro e fin ar brezel met n'antrejont ket enni.