Impalaeriezh Galaktek : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 13:
 
Daoù abeg da ginnig an traoù e mod-se, kentañ hini kuzhañ da boblañsoù ar galaksienn ez eo ur eñ ha [[Dark Vador]] tud [[Sith]], da eil klask reiñ ul lañs nevez a vije dre ret liammet gant e anv.
 
===== Ur plan raksoñjet =====
 
Er bloavezh 32 araok [[Emgann Yavin]], pe 32 aEY,e vez kroget gant Palpatin da lakaat e plas an hent davet krouidigezh un Impalaeriezh Galaktek gantañ e-penn hag o welet renad ar [[Republik Kozh]] hag ar [[Jedi]] o vezañ dic'hastet.
 
Evit tizhout ar palioù-se e vez sevenet an hent dre ur steuñv soñjet spis gant [[Palpatin]] harpet gant ar re [[Sith]] eveltañ mennet da gaout un digoll a-grenn war ar re [[Jedi]] o devoa riset renad an [[Impalaeriezh Sith]].
 
===== Reuz e Naboo =====
 
Kentañ pazenn steuñv Palpatin a vezo da blantañ reuz war planedenn Naboo en ur sevel [[Kevredad ar c'henwerzh]] a-enep d'ar [[Republik kozh]].
 
Ar [[Sened Galaktek]] evit rastellañ arc'hant deuet berr gant ar [[Republik Kozh]] a vot tailhoù nevez da dalvezout war an hentoù eskemm etre stered. Palpatin a gej dindan e identelezh Sith Dark Sidious gant [[Kevredad ar c'henwerzh]] hag a zo kounaret gant an tailhoù nevez. Kinnig a ra Palpatin d'an is-roue [[Nute Gunray]] da lakaat ur sez kenwerzhel war ar blanedenn Naboo a-benn diskouezh nerzh e luskad ha lakaat an tailhoù nevez da vezañ lamet. E-pad an amzer-se e zafe eñ Palpatin etrezek ar Sened Galaktek da vont da lakaat mouezh al lam d'an tailhoù nevez da dalvezout.
Evel rakwelet gant Palpatin, Rouanezh ar blanedenn Naboo [[Padme Amidala]] a zeas da zougen klemm dirak ar Sened war sez e blanedenn. Palpatin hag a oa kannad ar blanedenn Naboo d'ar mare-se a tennas gounid d'eus yaouankiz hag eeunded ar rouanezh evit lakaat anezhi da ginnig ur mennad kontrollerezh a-enep ar Chanselor-meur [[Finis Valorum]]. Gant ma oa roet lañs bras d'ar mennad hag e oa krog ul luskad kamaradiezh tro-dro d'ar blanedenn Naboo e renkoù ar senedourien e voe aes da Balbatin da vezañ dilennet Chanselor-meur.
 
Kentañ pazenn steuñv Palpatin a oa peurechuet.
 
== Tudennoù pennañ an Impalaeriezh Galaktek ==