Stanley Kubrick : diforc'h etre ar stummoù

D (Resisaat...)
E-keñver an teknikoù skrivañ evit ar senario, Kubrick en oa un damkaniezh personel ispisial-kenañ. Evitañ e-barzh istor ur film e oa ret kaout "unanennoù diveuzus" (pa labouras war A.I e lavaras da Vadis e oa ret evit ar fim-mañ kaout c'hwec'h) hep ober van ouzh al liammoù etrezo. Pa ouezer-se e komprener gwelloc'h frammoù filmoù evel ''2001 : A Space Odyssey'' pe ''Full Metal Jacket'', savet war patrom kenglotadurioù bloc'hadoù ar senario kentoc'h eget lakaet war-zu psikologiezh pe diorroadur dramael an tudennoù. Evit an tachenn-se, e vez gwelet e levezon war filmoù evel ''The Deer Hunter'' savet gant [[Michael Cimino]], pe ''Apocalypse Now'' gant [[Francis Ford Coppola]]. E varregezh evit ar flemmgan (dreist-holl e barzh ''Dr. Folamour'') en eus bet ul levezon bras-kenañ war sevenerien evel ar breudeur Coen gant filmoù evel ''Fargo'' pe ''Barton Fink''.
 
An hent all hag a zo bet digoret gant Kubrick, e lec'h ma z'eo bet heuliet gant kalz a dud, eo war tachenn mestroniñ ar mekanik produiñ eus e filmoù. Abred-kenañ, ha dreist-holl pa labouras war ''Spartacus'', Stanley Kubrick a gomprennas e oa ret dezhañ reoliañ e-unan e oberenn m'en doa c'hoant da gaout e frankiz arzel evit gwir. Memes ma gemere ar studioioù ar film e karg (an arc'hantañ, ar skignañ,...) e oant sevenet penn da benn er-maez eus o aotrouniezh, n'o doa ket droad o sellet, ha dizoleiñ a raent anezho er fin ur wech ma oant echu. [[GeorgesGeorge Lucas]] a heulias e skouer ur wech ma oa bet skignet ar [[Star Wars]] kentañ. Ha kalz o deus e heuliet (da skouer [[James Cameron]] pe muioc'h c'hoazh [[David Fincher]] hag a zo marteze unan eus ar nemetañ hag a c'hell en em zisklêriañ dieub ha frank) met e-touez an holl tudoù ha sevenerien-mañ, Kubrick a chom disheñvel eus ar re all, peogwir n'en deus james produet filmoù ar re all, ha n'en eus james graet war dro aferioù ar produioù diroudet pe an aferioù marketing. E labour hag e aktivelezh a-bezh oa hentet war-zu un dra hag ur pal nemetken : e grouidigezh dezhañ e unan...
 
== Arroudennoù Kubrick ==
21 677

modifications