Impalaeriezh Galaktek : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
 
[[File:Flag of the Galactic Empire.svg|thumb|Banniel an Impalaeriezh Galaktek]]
[[File:Banner of the Galactic Empire (canon - SWG).svg|thumb|Giton an Impalaeriezh Galaktek]]
 
== Istor an Impalaeriezh Galaktek ==
Linenn 26 ⟶ 27:
 
Ar [[Sened Galaktek]] evit rastellañ arc'hant deuet berr gant ar [[Republik Kozh]] a vot tailhoù nevez da dalvezout war an hentoù eskemm etre stered. Palpatin a gej dindan e identelezh Sith Dark Sidious gant [[Kevredad ar c'henwerzh]] hag a zo kounaret gant an tailhoù nevez. Kinnig a ra Palpatin d'an is-roue [[Nute Gunray]] da lakaat ur sez kenwerzhel war ar blanedenn Naboo a-benn diskouezh nerzh e luskad ha lakaat an tailhoù nevez da vezañ lamet. E-pad an amzer-se e zafe eñ Palpatin etrezek ar Sened Galaktek da vont da lakaat mouezh al lam d'an tailhoù nevez da dalvezout.
Evel rakwelet gant Palpatin, Rouanezh ar blanedenn Naboo [[Padme Amidala]] a zeas da zougen klemm dirak ar Sened war sez e blanedenn. Palpatin hag a oa kannad ar blanedenn Naboo d'ar mare-se a tennas gounid d'eus yaouankiz hag eeunded ar rouanezh evit lakaat anezhi da ginnig ur mennad kontrollerezh a-enep ar Chanselor-meur [[Finis Valorum]]. Gant ma oa roet lañs bras d'ar mennad hag e oa krog ul luskad kamaradiezh tro-dro d'ar blanedenn [[Naboo]] e renkoù ar senedourien e voe aes da Balbatin da vezañ dilennet Chanselor-meur.
 
Kentañ pazenn steuñv [[Palpatin]] a oa peurechuet.
 
===== Brezel ar c'hlonoù =====
Linenn 34 ⟶ 35:
E-pad ar bloavezhioù goude [[Emgann Naboo]] e vezo tennet gounid gant Palpatin deus e galloudoù evel Chanselor Meur ar [[Republik Kozh]] evit dont da vezañ diaz surentez ar galaksienn e daoulagad ar boblañsoù. Ouzhpenn da-se e kendalc'h gant an hent boulc'het d'e steuñv, kollet gantañ e deskard [[Dark Maul]] e-pad mare ar reuz e Naboo e teu a-benn da gendrec'hiñ un Jedi renead [[Dooku]] da gemer hent ar re Sith ha da gemer plas an deskard aet da anaon. [[Dooku]] a vezo karget gant Palpatin da sevel ur strollad disrannour d'ar Republik Kozh, ar strollad [[Kengevred ar Sistemoù Dizalc'h]] (KSD) ha d'eus an tu all da sevel ul lu ramzel d'ar [[Republik Kozh]] a-benn enebiñ d'ar strollad KSD: lu ar C'hlonoù.
 
Dek a vloavezhioù goude ma vije erruet [[Palpatin]] da Chanselor meur ar [[Republik Kozh]] e teu a-benn da rastellañ an holl galloudoù etre e taouarn ha dindan un hent lezennel' rak roet gant ar [[Sened Galaktek]]' a-benn "enebiñ d'an dañjer groñs a zegas strollad Kengevred ar Sistemoù Dizalc'h".
 
== Tudennoù pennañ an Impalaeriezh Galaktek ==
[[File:Banner of the Galactic Empire (canon - SWG).svg|thumb|Giton an Impalaeriezh Galaktek]]
 
* [[Impalaer Palpatin]] (Dark Sidious)