Kevredad ar c'henwerzh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 27:
 
Ar C'hevredad Kenwerzh a lakaas e lu robotoù d'ober sez ar blanedenn Naboo ouzhpenn-se e savas ar soñj gant ar C'hevredad da rediañ rouanezh ar blanedenn [[Padme Amidala]] da sinañ un destenn o laret e oa he bet o c'houlenn ar sez war he flanedenn.
 
Siwazh d'ar C'hevredad Kenwerzh e terc'has ar rouanezh araok bezañ skrapet ha rediet da sinañ an destenn. Gant sikour daou re [[Jedi]] e zeas betek dougen klemm dirak ar [[Sened Galaktek]]. Ar Republik Kozh dinerzhet ha re luzhiet e velestradurezh a chomas hep ober mann ebet nemet klemm a-enep ar sez a gendalc'he.
 
Ar rouanezh a zistroas war he flanedenn hag a gemeras penn ar stourm a-enpe ar C'hevredad Kenwerzh gant sikour ar boblad [[Gungan]] ouzhpen d'he boblañs. Distrujet e vezo Lestr pennañ flodad listri brezel ar C'hevredad Kenwerzh gant ur vugel [[Anakin Skywalker]] ar pezh a lakao ar sez da vont da get. [[Nute Gunray]] is roue ar C'hevredad Kenwerzh a zo harzet ha barnet.