Impalaeriezh Galaktek : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 24:
===== Reuz e Naboo =====
 
Kentañ pazenn steuñv PalpatinPalpatine a vezo da blantañ reuz war planedenn Naboo en ur sevel [[Kevredad ar c'henwerzh]] a-enep d'ar [[Republik kozh]].
 
Ar [[Sened Galaktek]] evit rastellañ arc'hant deuet berr gant ar [[Republik Kozh]] a vot tailhoù nevez da dalvezout war an hentoù eskemm etre stered. Palpatin a gej dindan e identelezh Sith Dark Sidious gant [[Kevredad ar c'henwerzh]] hag a zo kounaret gant an tailhoù nevez. Kinnig a ra Palpatin d'an is-roue [[Nute Gunray]] da lakaat ur sez kenwerzhel war ar blanedenn Naboo a-benn diskouezh nerzh e luskad ha lakaat an tailhoù nevez da vezañ lamet. E-pad an amzer-se e zafe eñ Palpatin etrezek ar Sened Galaktek da vont da lakaat mouezh al lam d'an tailhoù nevez da dalvezout.
 
Evel rakwelet gant PalpatinPalpatine, Rouanezh ar blanedenn Naboo [[Padme Amidala]] a zeas da zougen klemm dirak ar Sened war sez e blanedenn. Palpatin hag a oa kannad ar blanedenn Naboo d'ar mare-se a tennas gounid d'eus yaouankiz hag eeunded ar rouanezh evit lakaat anezhi da ginnig ur mennad kontrollerezh a-enep ar Chanselor-meur [[Finis Valorum]]. Gant ma oa roet lañs bras d'ar mennad hag e oa krog ul luskad kamaradiezh tro-dro d'ar blanedenn [[Naboo]] e renkoù ar senedourien e voe aes da BalbatinBalbatine da vezañ dilennet Chanselor-meur.
 
Kentañ pazenn steuñv [[PalpatinPalpatine]] a oa peurechuet.
 
===== [[Brezel ar c'hlonoù]] =====