Giovanni Sforza : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Giovanni Sforza''' (1466 – 1510) a oa ur priñs eus an [[Tiegezh Sforza]] hag aotrou [[Pesaro]] war-dro dibenn ar {{XVvet kantved}}.
 
Mab bastard e oa da Costanzo Iañ ha niz da [[Alessandro Sforza]]. Dimezet e oa da [[Maddalena Gonzaga]] ha pa intañvas ec'h addimezas e 1493 da [[Lucrezia Borgia]], met freuzet e voe an eured-se a-benn pevar bloaz, rak o klask un emglev frouezhusoc'h gant un tiegezh all edo tud Lucrezia, ar pab [[Alesant VI]], ha terriñgalloud en doa da derriñ an eured-se a reas.
 
Galvet e voe [[Ascanio Sforza]] da ober ar jubenn etre e niz hag an tiegezh Borgia. Klask a reas lakaat Giovanni da blegañ d'an torr-eured. Met nac'h a reas Giovanni dre zaou abeg: da gentaén dre ma oa ret dezhañ daskoriñ argouroù bras Lucrezia, ha da eil dre ma oa goulennet digantaén sinaén ur baperenn ma anzave bezañ dic'houest. Dimezet e oa bet Giovanni a-raok, ha hervez an dihelloù en devoa bet besterd a-raok dimeziñ da Lucrezia, diaes krediñ eta e oa dic'houest.
 
Sforza a damallas neuze da Lucrezia da vezañ graet gwallorgedoù gant he zad, da gentañ, gant he breudeur goude. Chomet eo ar c'houn eus an tamall-se betek hiriv, evel arouez eus torfedoù an tiegezh, goude ma n'haller prouiñ netra.
 
Kaset kuit e voe Giovanni eus Pesaro gant e vreur-kaer [[Cesare Borgia]] , ha n'hallas distreiñ nemet goude marv an dug.
Linenn 7 ⟶ 11:
Klask e zial a reas ha betek diwar-goust al lenneg [[Pandolfo Collenuccio]]: savet e oa bet a-du gant Cesare Borgia, hag aet e oa da repuiñ da Ferrara e-ser [[Ercole Iañ d'Este]], met sachet e voe da Pesaro gant ar promesa <!-- che sarebbe stato risparmiato, --> ha bac'het e voe, boureviet, ha lazhet hep prosez e 1504.
 
<!--
The marriage was eventually annulled in 1497 on grounds of non-consummation. The Sforza family had by then threatened to withhold protection to Giovanni if he did not comply with the offer, which allowed him to keep the dowry but still required signing the confirmation of impotence. Sforza agreed to the terms in March or December. Six months later he provided sworn testimony that Lucrezia was a virgin. Lucrezia was by then allegedly pregnant with the Roman Infante, whose parentage was cited by some as proof of incest between her and Cesare. It is certain that Sforza did not parent the child but details beyond that are uncertain.
 
Giovanni was excommunicated in 1500 and the citizens of one of his cities attempted to kill him. He was also attacked by Cesare Borgia, who aimed to gain Sforza's lands, and was forced to abandon Pesaro. He sued in vain for help to all the major powers of the time including France and Holy Roman Empire. Giovanni Sforza could return to Pesaro only after the death of Alexander VI and the illness of Cesare Borgia (1503). The following year the new Pope, Julius II, confirmed him as vicariate in Pesaro. -->
 
Addimeziñ a reas da Ginevra Tiepolo, hag ur mab o doe, Costanzo II (Giovanni Maria), a renas war e lerc'h e Pesaro ha Gradara.
 
Mervel a reas Sforza e Pesaro e 1510.