Constanza Manuel de Villena : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 8:
Nav bloaz e oa e 1325 pa voe dimezet gant he zad da [[Alfonso XI|Alfonso]], infant Kastilha, ha ne oa nemet pevarzek vloaz, met en oad da zimeziñ hervez al lezenn. Aprouet e voe an dimeziñ gant Cortes Valladolid (28-11-1325), met re yaouank e oa an infantezig ha ne voe ket sevenet an [[eured]] goude ma rae Constanza gant an titl a Rouanez Kastilha en he lizhiri d'he zad-kozh [[Jaime II Aragon]].
 
En [[1327]] e voe torret an dimeziñ gant [[Alfonso XI]] a glaske dimeziñ d'an infantez María, merc'h da [[Afonso IV]], [[roue Portugal]], dre abegoù politikel. Neuze e voe bac'het Constanza e kastell [[Toro (localidadZamora)|Toro]] dindan evezh hec'h aya Teresa.
 
[[Don Juan Manuel]] a c'houlennas e verc'h en-dro digant ar roue [[Alfonso XI]], ha hennezh a nac'has plegañ. Don Juan Manuel a zisklêrias ar brezel da Alfonso XI hag a-benn ar fin e plegas roue Kastilha en [[1328]] goude sinet ar peoc'h.