Svalbard : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 41:
== Istor ==
Marteze e oa bet kavet inizi Svalbard gant ar [[Vikinged]] en {{XIIvet kantved}} pa'z eus anv eus ''Svalbard'' (= [[ribl]]enn yen) er [[saga]]où [[hennorvegeg]], met lod a soñj e c'hell bezañ ur riblenn yen all, evel enez [[Jan Mayen]] pe ar [[Greunland]].<br />
En ur doare suroc'h e c'heller tennañ kont eus ar gavadenn graet gant an ergerzher [[izelvroat]] [[WilemWillem BarentzBarents]] e [[1596]]. Er {{XVIIvet}} hag en {{XVIIIvet kantved}} e voe korvoet Enez Spitsbergen evel un annez etrebroadel evit ar balmumeta ken ez eas da get [[balum reizh Greunland|balum ar Greunland]]. Gant listri Izelvroiz, an [[Danmark|Daned]], [[Breizh-Veur|Breizhveuriz]], ar [[Bro-C'hall|C'hallaoued]] ha Norvegiz e voe chaseet ar balumed ha {{formatnum:60000}} anezho gant Izelvroiz hepken.<br />E bae Madalen (Magdalenefjorden), ul lec'h brav-eston e Norzh Enez Spitsbergen, e kaver un toullad bezioù chaseourien balumed hag ur monumant bihan e koun Euskariz marvet eno. Anv Santez [[Madalen]] a vefe bet roet d'ar fjord en o enor.
 
Ul lec'h evit mont da ergerzhout Arktika eo bet ivez p'emañ e kreiz [[Meurvor Arktika]].<br />