Agence Bretagne Presse : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 14:
N'eus [[gopr]]ad ebet ha Philippe Argouarch a ra war-dro ar [[servijer]] e-unan e-pad 6 eurvezh bemdez. An herberc'hiañ ne ya ket ouzhpenn 400 euro ar bloaz.
6 den o deus kinniget bezañ anavezet evel kenskridaozerien e Breizh ha pelloc'h ha kas a reont [[keloù|keleier]] evit netra. Ouzhpenn-se ez eus tost da 1 000 den enskrivet evel [[mouezh]] o [[aozadur]]ioù. Kemennadennoù a bep seurt a vez lakaet enlinenn ha kaset e vezont gant [[strollegezh]]ioù, [[kevredigezh]]ioù ha [[strollad politikel|strolladoù politikel]], lies-tre o mennozhioù.<br>
 
En un pennad-kaoz embannet gant [[Bremañ]] e miz Ebrel 2008, e lavare Philippe Argouac'h ne goust kazi netra lakaat enlinnenn miliadoù a bennadoù e n'eus forzh peseurt [[yezh]], ken eo aes kavout meur a destenn vrezhonek en ABP, ar pezh n'eo ket posupl gant priz ar paper.<br>
 
E derou ar bloaz [[2008]], ne oa ket mui posupl d'ar servijer orin gouzañv ar gweladennoù niverus pa rae berzh an ABP er bed a-bezh ha 2 400 euro a oa dleet. Ur galv evit rastellat [[arc'hant]], ar ''Webothon'' hervez ar merour, a zegasas 4 000 euro evit prenañ un urzhiataer galloudusoc'h.<br/>
Er pennad-kaoz ec'h embanne Philippe Argouarch e veze 5 000-6 000 gweladenn bemdez ha war-dro 200 000 bep miz.<br/>
 
Ur skipailh kazetennerien a-youl-vat ha kronikerien a zo bet bodet en-dro d'an ABP. Araokadennoù zo bet graet e-kenver ar skridaozañ hag ar filmañ gant ostilhoù video simpl.