Strollad An Deskadurezh Eil Derez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 21:
Echu e oa gant Strollad An Deskadurezh Eil Derez e-korf ar bloavezhioù dek-ha-tri-ugent hogen chomet eo feal outañ a spered ti-embann [[Preder]] dre ma talc'h da grouiñ gerioù nevez diwar gwriziennoù keltiek ha dre ma embann levrioù uhel o danvez. Krog eo Preder da embann kentelioù S.A.D.E.D. en o fezh : graet eo evit a sell ar c'hentelioù a grennvrezhoneg hag a yezhadur.
 
Un toullad tud a denn korvo eus labourioù S.A.D.E.D. : an ti-embann [[An Here]], an ti-embann [[Aber]] (renet gant [[Pierrette Kermoal]]), ar gelaouenn [[Nidiad]] (gant [[Malo Adeux]]), ar geriadurour [[René Le Gléau]] (geriadur embannet gant [[Al Liamm]]), ar geriadurour [[Francis Favereau]] (geriadur embannet gant [[Skol Vreizh]]), ar geriadurour [[Martial Ménard]], ar prederour [[Fañch Kerrain]] (embannet e skridoù gant tiez-embann eus [[Kuzul ar Brezhoneg]]), ar skrivagner [[Koulizh Kedez]], ar skrivagner [[Padrig an Habask]] (rener an ti-embann [[Al Lanv]]), an arzour [[Yann-Ber Tillenon]], troerion evel [[André Markowicz]] (a zo a-enep ar brezhoneg peurunvan), [[Alan Monfort]] (bandennoù treset embannet gant [[Yoran Embanner]]), [[Yann-Varc'h Thorel]], [[Ronan an Deroff]], [[Jean-Michel Mahe]] (embannet un droidigezh anezhañ gant [[An Alarc'h Embannadurioù]]).
 
==E Diwan==