Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Yun (kaozeal | degasadennoù)
→‎Soissons: respont
Yun (kaozeal | degasadennoù)
diellaouiñ
Linenn 1:
[[Kaozeadenn Implijer:Yun/Dielloù]]

== Restr:Ille-et-Vilaine cantons-br.svg ==

Demat,

Tu zo dit kas [[:Restr:Ille-et-Vilaine cantons-br.svg]] da Wikimedia Commons ?

A galon, [[Implijer:VIGNERON|VIGNERON]] ([[Kaozeadenn Implijer:VIGNERON|kaozeal]]) 18 Gen 2014 da 13:20 (UTC)

: Salud dit. Graet eo : [[commons:File:Ille-et-Vilaine cantons-br.svg]]. A galon, --[[Implijer:Yun|Yun]] [[Kaozeadenn Implijer:Yun|(kaozeal)]] 18 Gen 2014 da 18:23 (UTC)
::Trugarez ! Diverket m’eus ar restr war Wikipedia neuze. A galon, [[Implijer:VIGNERON|VIGNERON]] ([[Kaozeadenn Implijer:VIGNERON|kaozeal]]) 19 Gen 2014 da 19:03 (UTC)

==Unanderennoù==
Salud dit ! Titloù un nebeud pennadoù ([[Gwenan]], [[Merien]]) zo bet cheñchet gant unan eus kenlabourerien Wikipedia da lakaat unanderennoù en o lec'h. Gallout a rez mont d'an [[Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 05, bloaz 2014|davarn]] da zisplegañ da soñj war ar c'hemm-se. A galon, --[[Implijer:Llydawr|Llydawr]] ([[Kaozeadenn Implijer:Llydawr|kaozeal]]) 29 Gen 2014 da 17:29 (UTC)
: {{graet}} --[[Implijer:Yun|Yun]] [[Kaozeadenn Implijer:Yun|(kaozeal)]] 2 C'hwe 2014 da 06:32 (UTC)

== Patrom:Infobox kumunioù Breizh ==

Demat,

Klasket m’eus d’implij WikiData e-barzh [[Patrom:Infobox kumunioù Breizh]] evit ar c’hod INSEE. War a seblant e zay mat an traoù ; gallout a rez toal ur sell evit bezañ sur ?

A galon, [[Implijer:VIGNERON|VIGNERON]] ([[Kaozeadenn Implijer:VIGNERON|kaozeal]]) 30 Gen 2014 da 20:13 (UTC)

: Mat-kaer ! Un nebeud perzhioù all a c'hellfemp implijout c'hoazh : kod post (P281), [[rann-eur]] (P421), skoed-ardamez (P94)... gant ma vint kavet er pajennoù wikidata (sellet ouzh pajenn [[wikidata:Q12193|Brest]] da skouer. Ne welan ket penaos implijout ar perzh P625 (coordinate location) er patrom avat. A galon. --[[Implijer:Yun|Yun]] [[Kaozeadenn Implijer:Yun|(kaozeal)]] 2 C'hwe 2014 da 06:32 (UTC)
::Gwir eo ; met ret e vefe ouzhpenn en titouroù e-barzh WikiData da gentañ. Ouzhpenn, n’eo ket aes bremãn da implij WijiData hep tremen dre ur module e Lua. A galon, [[Implijer:VIGNERON|VIGNERON]] ([[Kaozeadenn Implijer:VIGNERON|kaozeal]]) 2 C'hwe 2014 da 10:46 (UTC)
::: Trugarez dit, n'anavezen ket an traoù nevez-se : Lua hag ar moduloù. Studiañ a rin ar re-se rak talvoudus e seblantont bezañ. A galon. --[[Implijer:Yun|Yun]] [[Kaozeadenn Implijer:Yun|(kaozeal)]] 3 C'hwe 2014 da 14:36 (UTC)

== Emdroadur ar boblañs e Kastell-Briant ==
Demat. Ya, anat! Taolet 'vo ur sell ganin a-benn nebeud. A galon. [[Implijer:Kadbzh|Kadbzh]] ([[Kaozeadenn Implijer:Kadbzh|kaozeal]]) 6 Meu 2014 da 12:27 (UTC)

==Bosenn==
Mat eo din ! N'eo ket ur "Goulenn kendeuziñ istor div bajenn" a vefe d'ober ? A galon, --[[Implijer:Llydawr|Llydawr]] ([[Kaozeadenn Implijer:Llydawr|kaozeal]]) 26 Meu 2014 da 19:57 (UTC)
: Respontet war bajenn [[Kaozeadenn Implijer:Llydawr|Llydawr]] --[[Implijer:Yun|Yun]] [[Kaozeadenn Implijer:Yun|(kaozeal)]] 28 Meu 2014 da 18:40 (UTC)

== Traoù iskis gant [[Module:Daveennou]] ==

Demat,

Traoù iskis zo gant [[Module:Daveennou]].

<nowiki>{{#invoke:Daveennou|hedred|48°24'24"N, 1°15'43"W}}</nowiki> degas: 1°15'43"W

Met

<nowiki>{{#invoke:Daveennou|ledred|48°24'24"N, 1°15'43"W}}</nowiki> degas:48°24'24"

Perak n’eus ket an « N » e-barzh an hedred ? Ha iskisoc’h : perak emañ an esaouenn a-raok al ledred ? (e gallek digarez) à mon avis, il y a une erreur dans le compteur de position dans la chaîne de caractères, genre tu pars de 1 alors qu'il faut partir de 0 (mais je ne connais pas les subtilités du Lua, je te laisse donc voir pour corriger).

A galon, [[Implijer:VIGNERON|VIGNERON]] ([[Kaozeadenn Implijer:VIGNERON|kaozeal]]) 1 Mae 2014 da 20:26 (UTC)

: Demat dit. Ya, ur gudenn a zo ha trugarez da vezañ he diskuilhet. Dont a ra eus ur cheñchamant a zo c'hoarvezet nevez 'zo er Wikidata : betek dec'h beure e veze roet an daveennoù er stumm degel gant Wikidata : "48.4011, -4.225" ha bremañ e vezont roet er stumm DMS (derez munutenn segondenn). Labour ar modul ''Daveennou'' a oa neuze dispartiañ al ledred diouzh an hedred evel-henn :
:* <nowiki>{{#invoke:Daveennou|hedred|48.4011, -4.225}}</nowiki> a roe -4.225
:* hag <nowiki>{{#invoke:Daveennou|ledred|48.4011, -4.225}}</nowiki> a roe 48.4011.
: Emaon o vont da gemmañ ar modul:Daveennou. A galon, --[[Implijer:Yun|Yun]] [[Kaozeadenn Implijer:Yun|(kaozeal)]] 2 Mae 2014 da 08:49 (UTC)
:: {{graet}} --[[Implijer:Yun|Yun]] [[Kaozeadenn Implijer:Yun|(kaozeal)]] 7 Mae 2014 da 13:27 (UTC)

== Module pe Modulenn ? ==

Salud dit,

Gwelet em eus e peus savet meur a bennad o kregiñ gant "Module:". D'am soñj e rankfemp kentoc'h ober gant "Modulenn:" e brezhoneg, ne gav ket dit ? A galon --[[Implijer:Y-M D|Y-M D]] [[Kaozeadenn Implijer:Y-M D|(kaozeal)]] 8 Mae 2014 da 20:04 (UTC)
: Salud dit, Y-M D. Ar pajennoù a grog o anvioù gant "Module:" n'int ket pennadoù met programoù Lua. N'eo ket bet lakaet anv an esaouenn nevez-se e brezhoneg c'hoazh ha betek-henn eo chomet e saozneg. Boulc'het e oa bet ur gaoz en [[Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 11, bloaz 2013#Treiñ patromoù luziet da Lua evit o lakaat da vezañ buanoc'h ha galloudusoc'h|davarn]] war an anv da zibab e brezhoneg ha tri c'hinnig a oa bet graet : Modul ; Modulenn ha Moll. Mat e vefe dibab ha brezhonekaat anv an esaouenn. A galon, --[[Implijer:Yun|Yun]] [[Kaozeadenn Implijer:Yun|(kaozeal)]] 9 Mae 2014 da 08:50 (UTC)
::Sell 'ta c'hwitet am boa war ar gaozeadenn-se. Komprenet am boa e oa disheñvel ouzh pennadoù, met ar pezh a felle din lavaout eo e vefe gwelloc'h ober mat an traoù adalek an deroù, aesoc'h 'vo. Hervez am eus kavet eo bet troet c'hoazh "module", hag [https://translatewiki.net/wiki/MediaWiki:Translate-magic-module/br un droidigezh a gozh a zo] zoken. N'ouzon ket avat perak ne weler ket an traoù o tisoc'hañ amañ... --[[Implijer:Y-M D|Y-M D]] [[Kaozeadenn Implijer:Y-M D|(kaozeal)]] 9 Mae 2014 da 21:48 (UTC)

==Taolenn kumunioù bepred==
Un dra iskis hag un tamm torr-penn (daoust ma n'eo ket gwall dra, met n'eo ket gwall vrav d'al lagad) a c'hoarvez (a-wechoù) gant an daolenn kumunioù; mont a ra "m" an "uhelder brasañ" war al linenn all, da lavaret eo distaget e vez ar sifr diouzh an "m"-se. N'eo ket brav-brav ha kollet e vez ul linenn (da skouer: [[Plusulian]]). Klasket em eus gouzout perak, met gwall souezhus e c'hall bezañ an abeg. Da skouer, evit [[Rostrenenn]]: ma lakaan <nowiki>[[Kumuniezh kumunioù Kreiz Breizh|KK Kreiz Breizh]]</nowiki> eo e tislinenn an "m"-se (war ma skramm da vihanañ), ha ma lezan <nowiki>[[Kumuniezh kumunioù Kreiz Breizh]]</nowiki> hepken ez a mat (n'eo ket ar memes linenn koulskoude)! Koulskoude ne c'hoarvez ket seurt tra pa vez savet an daolenn kumunioù gant tud all… Diaes da gompren evidon.

War a seblant o deus kroget an traoù da vont a-dreuz d'an 9 eus ar miz-mañ.

N'eo ket gwall dra, c'hoazh ur wech, hag arabat terriñ da benn gant se, met ma vefe un diskoulm aes ne vefe ket fall. Trugarez.--[[Implijer:Trec'hlid mitonet|Trec'hlid mitonet]] ([[Kaozeadenn Implijer:Trec'hlid mitonet|kaozeal]]) 20 Mez 2014 da 09:41 (UTC)
: Ne c'hoarvez ket ar gudenn-se war ma skramm. Iskis eo, ya. N'ouzon ket petra zo kaoz, ar [[Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 14, bloaz_2014#Changes to the default site typography coming soon|cheñchamant tipografiezh]] c'hoarvezet nevez 'zo marteze ? --[[Implijer:Yun|Yun]] [[Kaozeadenn Implijer:Yun|(kaozeal)]] 26 Mez 2014 da 06:18 (UTC)

==Ger-mell el lec'hanvioù==
A ya! Tapet em boa ar pleg ober evel war kartennoù an IGN a ra gant «la Roche-Derrien», «le Folgoët», h.a. Cheñch eta pa'z po digarez.--[[Implijer:Trec'hlid mitonet|Trec'hlid mitonet]] ([[Kaozeadenn Implijer:Trec'hlid mitonet|kaozeal]]) 22 Gwe 2014 da 11:43 (UTC)
:Tra all. Un draen a zo gant taolenn [[Ieras]] (poblañs…) ha na zeuan ket a-benn da gompren.--[[Implijer:Trec'hlid mitonet|Trec'hlid mitonet]] ([[Kaozeadenn Implijer:Trec'hlid mitonet|kaozeal]]) 22 Gwe 2014 da 11:43 (UTC)
:: Ok, trugarez. E Wikidata edo ar gudenn gant Ieras. Renket eo bremañ. --[[Implijer:Yun|Yun]] [[Kaozeadenn Implijer:Yun|(kaozeal)]] 22 Gwe 2014 da 15:32 (UTC)

==[[Neutron]]==
Demat deoc'h, Ne gomprenan ket mat : n'eo ket dereat ar c'heriaoueg diskouezet gant OPaB war e lec'hienn internet 'ta ? A galon.--[[Implijer:Prieladkozh|Prieladkozh]] ([[Kaozeadenn Implijer:Prieladkozh|kaozeal]]) 20 Her 2014 da 13:30 (UTC)
: Demat. N'eus ket bet lavaret n'eo ket dereat. Ret e vije eilpennañ ar goulenn : perak skarzhañ ar c'heriaoueg diskouezet gant Kreizenn ar Geriaouiñ en he lec'hienn ? Ouzhpenn ugent vloaz 'zo e kaver ar gerioù "neutronoù", "atomoù", "nukleüs"... e kaieroù skolidi Diwan. A galon, --[[Implijer:Yun|Yun]] [[Kaozeadenn Implijer:Yun|(kaozeal)]] 21 Her 2014 da 04:29 (UTC)
N'eo ket peogwir e vez kinniget gerioù gant Kreizenn ar Geriaouiñ e vefe ret o degemer evel gwir bater gant an holl vrezhonegerien, a gav din. Souezhet-bras on bet o lenn ar gerioù "atomoù", "neutronoù", "protonoù" da skouer hag a zo strollderioù, gouez din : ne gav ket deoc'h e vefe kempoelloc'h ober gant "atom", "neutron", "proton" evel en holl c'heradurioù klasel ? Sur a-walc'h e vez desket da skolidi Diwan "gwez" e-lec'h "gwezoù", "fubu" e-lec'h "fubuioù"... :-) A galon.--[[Implijer:Prieladkozh|Prieladkozh]] ([[Kaozeadenn Implijer:Prieladkozh|kaozeal]]) 21 Her 2014 da 06:38 (UTC)
: Demat deoc'h. Pep hini en deus gwir d'ober dibaboù yezh. Din da c'houzout n'eo ket direizh dibaboù Kreizenn ar geriaouiñ. Ret eo lakaat kemm etre ar gerioù brezhonek a-gozh ha diazezet mat (gwez, fubu ...) hag an nevezc'herioù (diskejenn > atomenn > atom). War dachenn ar skiantoù n'eo ket ar gerioù gallek ijinet da gentañ a vez implijet hiziv-an-deiz : ne vez ket klevet ''esprit de sel'', ''esprit de bois'', ''vitriol'' pe ''zéolithe cyanite'' ken, da skouer. Tamm-ha-tamm e vo stabilaet geriaoueg vrezhonek ar skiantoù dre an implij a vo graet gant an dud a-vicher. Skiantourien, enklaskerien, ijinourien, yezhoniourien, kelennerien, ha me oar c'hoazh, o deus kemeret perzh e savidigezh ''geriadur ar skiantoù hag an teknikoù''. Gallout e rit lakaat hoc'h anv e-barzh mar fell deoc'h degas ho lod. A galon. --[[Implijer:Yun|Yun]] [[Kaozeadenn Implijer:Yun|(kaozeal)]] 24 Her 2014 da 17:23 (UTC)
Demat deoc'h, Emaon o paouez lenn aketus ho respont ha gwir a lârit pa skrivit "Pep hini en deus gwir d'ober dibaboù yezh" evel-just. Ez an da glask displegañ deoc'h ma savboent diwar-benn ar c'hraf-mañ ar sklaerañ ar gwellañ... ma c'hellan ober.

Bet on bet oc'h ober un dro vale war lec'hienn Kreizenn ar geriaouiñ ha kendelc'her a ran da soñjal ma n'eo ket "direizh" he "dibaboù", souezhus-kenañ int memestra (din da nebeutañ). Sed amañ da-heul ar pezh a c'haller lenn e [[Yezhadur Bras ar Brezhoneg]] gant [[Frañsez Favereau]] (1947, p. 215) :

ANVIOU STROLL. — Anvioù 'zo o devez un dalvoudegezh stroll dre ma talvezont da envel ur strollad traoù kemeret a-gevret : ''gwez'', ''stered'', ''logod'', ''mouar'', ''sivi'', ''moc'h'' a zo STROLLDERIOU.

E pep keñver e vez graet gant ar gerioù-se evel gant gerioù lïes.

Ma n'eo ket ar gerioù "atom", "elektron", "neutron", "proton" gwir strollderioù ez eo mat din debriñ ma zog ! Perak degemer "stered(enn(où))" e geriadur ar Greizenn en ur lezel "atom(enn(où))", "elektron(enn(où))", "neutron(enn(où))", "proton(enn(où))" er-maez ? Din-me, ar pezh a zere mat ouzh an traoù bras-bras a zereo mat-tre gant an traoù bihan-bihan ivez, ne gav ket deoc'h ?

Dibab ar choublad strollder/unanderenn e-keñver ar gerioù meneget uheloc'hik a voe graet gant [[Roparz Hemon]] ivez (e-barzh geriadur 1978), gant [[Geriadur Brezhoneg an Here]] (2001), gant [[Martial Ménard]] (2012) ha gant rann TermOfis OPaB : diaes eo din krediñ e poazh an holl o bizied koulskoude.

Se zo kaoz e c'houlennan ganeoc'h ma vo graet kentoc'h gant ar c'houblad strollder/unanderenn e-barzh ar pennad [[neutron]] o vezañ n'emañ ket ar wirionez na ganeoc'h, na ganin, gant hon yezh ne lâran ket... A galon.--[[Implijer:Prieladkozh|Prieladkozh]] ([[Kaozeadenn Implijer:Prieladkozh|kaozeal]]) 26 Her 2014 da 07:55 (UTC)
: Demat. Fellout a ra deoc'h komz eus ar yezhadur skrivet gant Frañsez Kervella moarvat. Ne welan abeg ebet en arroudenn meneget ganeoc'h a virje ouzh ar gerioù "atom", "elektron", "neutron" ha "proton" da vezañ unanderioù evel ar ger "aval". A galon, --[[Implijer:Yun|Yun]] [[Kaozeadenn Implijer:Yun|(kaozeal)]] 27 Her 2014 da 05:49 (UTC)
Demat ivez, Gant Frañsez Kervella evel-just, nag ur penn-skañv ! Ar pezh ne zeuan ket a-benn da gompren tamm ebet eo abalamour da betra ho peus ezhomm da lakaat ar gerioù meneget kent da unanderioù dre m'emaint strollderioù dre natur. Dibabet e oa bet gant ar Greizenn ober er mod-se evit skolajidi ha liseidi Diwan ha n'em eus abeg ebet e se : met dre ma vezont deskrivet splann evel strollderioù e-barzh un nebeud geriadurioù ken sirius all (d'am meno da nebeutañ) perak e vefe ret o degemer evel unanderioù amañ ivez ? Ne gav ket din e c'hellfed ober genaoueien eus an holl re o devoa kenlabouret da sevel Geriadur Brezhoneg an Here, kouda ?

Ha perak degemer stered/steredenn/steredennoù diouzh un tu e geriadur ar Greizenn hag atom/atomoù diouzh un tu all : pelec'h an diaoul emañ an diforc'h ?
Ur wech ouzhpenn 'ta e c'houlennan ganeoc'h ma vo graet gant ar c'houblad strollder/unanderenn e-barzh ar pennad [[neutron]]. A galon.--[[Implijer:Prieladkozh|Prieladkozh]] ([[Kaozeadenn Implijer:Prieladkozh|kaozeal]]) 27 Her 2014 da 07:49 (UTC)
: Demat. Ret e vo deoc'h displegañ din :
:* penaos e c'hellje gerioù 'zo bezañ "strollderioù dre natur" ;
:* ha da gentañ penn petra eo natur ar gerioù.
: A-zivout ar "c'henaoueien" n'ouzon ket penaos emañ kont ganeoc'h met ganin-me ne soñjan ket ez eus genaoueien eus an dud na soñjont ket eveldon, ha kalz doujañs am eus evit saverien Geriadur Brezhoneg an Here daoust ma ran dibaboù all disheñvel diouzh o re a-wezhioù.
: A galon, --[[Implijer:Yun|Yun]] [[Kaozeadenn Implijer:Yun|(kaozeal)]] 28 Her 2014 da 05:21 (UTC)
Salud deoc'h, Peursur on ho poa komprenet mat-tre ar pezh a felle din lâret o skrivañ "strollderioù dre natur". Siwazh, ne respontit ket eeun d'ar goulennoù am eus savet ouzhoc'h, ar pezh am eus-me graet didro. Perak ober dibaboù hag a dro kein d'ar re a gaver en holl c'heradurioù all ? Ha, da-heul, petra zo kaoz e ra ar Greizenn un diforc'h etre stered/steredenn/steredennoù hag atom/atomoù ? Se a vije mat din kompren ha netra ken. A galon.--[[Implijer:Prieladkozh|Prieladkozh]] ([[Kaozeadenn Implijer:Prieladkozh|kaozeal]]) 28 Her 2014 da 07:26 (UTC)
: Demat. M'am eus goulennet displegadennoù diwar-benn gerioù a vije "strollderioù dre natur" eo peogwir ne gomprenan ket ar meizad-se. Ar wezh kentañ eo din lenn un dra a-seurt-se. Ha gwall zisplijus e kavan hoc'h evezhiadenn.
: Goulennet ho peus perak e kaver stered/steredenn/ hag atom/atomoù e Geriadur ar Skiantoù hag an Teknikoù. Ret e vefe deoc'h goulenn gant Kreizenn ar Geriaouiñ. N'on ket ezel anezhi ha ne c'hellan ket respont en o lec'h.
: Ober a rit gant un ''argumentum ad verecundiam'' evit harpañ ho tibab : tri geriadur a ra gant "neutronenn". Perak e rankjent bezañ trec'h war Geriadur ar Skiantoù hag an Teknikoù ?
: A galon, --[[Implijer:Yun|Yun]] [[Kaozeadenn Implijer:Yun|(kaozeal)]] 29 Her 2014 da 05:43 (UTC)
Demat deoc'h ivez,
* Feiz, kaer am eus bet klask n'em eus ket komprenet petra zo kaoz e oan bet displijus ouzhoc'h ! Ra vin digarezet ganeoc'h mar boen 'ta...
* Faziet e oan neuze : me 'soñje din e oac'h 'ba'r jeu gant Kreizenn ar Geriaouiñ dre m'ho poa kinniget "lakaat" ma "anv e-barzh mar fell deoc'h degas ho lod."
* Trugarez vras eus ar gentel war al latin : talvout a raio din, sur ha n'eo ket marteze.
* Ganin n'eus ket anv na da drec'h na da goll amañ. Klask a raen kompren dre ma kav din ez eo ar seurt gerioù gwir strollderioù ha netra ken all. Evel m'en devoa skrivet Frañsez Favereau en e Yezhadur ar brezhoneg a-vremañ "80. Les vrais singulatifs [...] désignent une unité extraite d'un tout ou d'un ensemble. Ils se rapportent souvent à la nature, [...].
* N'em eus tra ebet da damall d'an dud a ra war-dro geriaoueg ar Greizenn, gwelloc'h ganin fiziout e Roparz Hemon, Martial Ménard ha skipailh kozh An Here koulskoude.

Da glozañ : chom a refet e-barzh ho park ha me e-barzh ma hini, ken aes ha tra... A galon.--[[Implijer:Prieladkozh|Prieladkozh]] ([[Kaozeadenn Implijer:Prieladkozh|kaozeal]]) 29 Her 2014 da 17:40 (UTC)

: Demat. Din-me n'eus ster ebet d'ar meizad "''strollderioù dre natur''". Petra eo natur ar ger "aval" ha petra eo natur ar ger "kraoñ" ? Perak ez eo an eil un unander hag egile ur strollder ? Plijet e vefen o teskiñ un dra bennak. E yezhadurioù Kervella ha Favereau e vez deskrivet karg an anvioù-stroll, meneget ganeoc'h c'hoazh, met ne vez ket lavaret perak ez a lod gerioù da vezañ strollderioù ha lod all unanderioù (petra eo natur "logodenn" ha petra eo natur "balafenn" ?). N'eo ket diouzh "natur" ar gerioù met diouzh sell ar vrezhonegerien e vo graet gant an eil rumm pe gant egile. A-unan emañ sell ar skiantourien vrezhonek o deus savet Geriadur ar Skiantoù hag an Teknikoù gant hini ar skiantourien gembraek a ra gant "''atomau''", "''electronau''", "''protonau''" ha "''niwtronau''" (atomoù, elektronoù, protonoù ha neutronoù).
: Divizet em eus ober gant dibaboù Kreizenn ar Geriaouiñ war ar poent-se rak kempoelloc'h e kavan ober gant ar c'houblad unander/liester evit an holl bartikulennoù eget meskañ unanderioù hag unanderennoù evel m'ho peus graet er pennadoù "[[muon]]" ha "[[boson Higgs]]". Pelec'h emañ ar poell er meskaj-se ?.
: Evit klozañ e ranker degas da soñj n'eus park prevez ebet e Wikipedia ha pep hini a c'hell peuriñ e lec'h ma kar. Met dereat e vefe doujañ da zibaboù yezh boulc'herien ar pennadoù ha kaozeal a-raok ober cheñchamantoù ken bras ha lakaat "bozon" e-lec'h "boson" (paour-kaezh [[en:Satyendra Nath Bose|Bose]]) hag ober ur strollder eus ar ger-se pa ouezit ervat n'emañ ket an holl a-unan gant an dibaboù-se.
: A galon. --[[Implijer:Yun|Yun]] [[Kaozeadenn Implijer:Yun|(kaozeal)]] 30 Her 2014 da 04:34 (UTC)
Demat, ''Ite missa est 'ta''... A galon.--[[Implijer:Prieladkozh|Prieladkozh]] ([[Kaozeadenn Implijer:Prieladkozh|kaozeal]]) 30 Her 2014 da 07:17 (UTC)

== Patrom ==
Dreist! Trugarez. [[Implijer:Kadbzh|Kadbzh]] ([[Kaozeadenn Implijer:Kadbzh|kaozeal]]) 26 Her 2014 da 09:28 (UTC)
== [[Sanguèze]]: kudenn... ==
... abalamour d'al linennoù re hir en daolenn, moarvat. trugarez en a-raok. [[Implijer:Kadbzh|Kadbzh]] ([[Kaozeadenn Implijer:Kadbzh|kaozeal]]) 2 Du 2014 da 13:11 (UTC)
: Un dorn madelezhus en deus renket ar gudenn abaoe. Da'm soñj e vefe mat sevel ur patrom "infobox dourredenn" war skouer ar patromoù infobox all. --[[Implijer:Yun|Yun]] [[Kaozeadenn Implijer:Yun|(kaozeal)]] 3 Du 2014 da 04:37 (UTC)

==[[Sant-Laorañs-Graeneg]]==
Ne zeu ket war wel ar gartenn e traoñ an daolenn. N'ouzon ket perak. Trug' da sellet.--[[Implijer:Trec'hlid mitonet|Trec'hlid mitonet]] ([[Kaozeadenn Implijer:Trec'hlid mitonet|kaozeal]]) 3 Du 2014 da 08:10 (UTC)
: Ne zeu ket war wel peogwir e vank e [[commons:Category:OpenStreetMap maps of communes of Morbihan|Kerandafar]]. N'ouzon ket perak avat. --[[Implijer:Yun|Yun]] [[Kaozeadenn Implijer:Yun|(kaozeal)]] 4 Du 2014 da 04:16 (UTC)

==[[Soissons]]==
Salud dit ! Ha kompren a rafes petra a zo a-dreuz gant ar boblañs e taolenn kêr [[Soissons]] ? A galon, --[[Implijer:Llydawr|Llydawr]] ([[Kaozeadenn Implijer:Llydawr|kaozeal]]) 19 Kzu 2014 da 17:15 (UTC)
: Salud dit. Renket eo bet an daolenn pa 'peus liammet ar pennad ouzh wikidata. A galon, --[[Implijer:Yun|Yun]] [[Kaozeadenn Implijer:Yun|(kaozeal)]] 20 Kzu 2014 da 05:59 (UTC)