Diforc'hioù etre adstummoù "Armañs ar C'halvez"

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
'''Armañs ar C'halvez''' (bet ganet e [[Kemper-Gwezhenneg]] d'an [[29 a viz Eost]] [[1921]] ha marvet e [[Lannuon]] d'ar [[4 a viz C'hwevrer]] [[1972]]) (''Armand Le Calvez'' hervez marilhoù an ti-kêr), a oa ur beleg katolik oberiant, ur brezhonegour, keltiegour ha kelennour hag en deus labouret kalz evit ar brezhoneg.
 
Savet ha renet en deus ur skol gristen divyezhek er bloavezhioù 1950 e [[Ploueg-ar-Mor]], e [[Goueloù]], ''[[Skol Sant Erwan]]'', eus [[1958]] da [[1961]].
 
Gant evezh e studias kudennoùarkudennoù ar gelennadurezh divyezhek er broioù bihan evel [[Kembre]], ar [[Friz]] pe ar [[Schleswig-Holstein]].
 
Krouiñ a reas [[Wanig ha Wenig]], ur gelaouenn evit ar vugale a badas c'hoazh un toullad bloavezhioù war-lerc'h e varv, ar gelaouenn bedagogel [[Skol (kelaouenn)|Skol]], ar gevredigezh [[Breuriezh Sant Erwan]] hag an hentenn-deskiñ [[Herve ha Nora]].
 
Adalek 1963 pe war-dro e stagas da aozañ un dezenn war an divyezhegezh e Bro-Gembre. E 1969 eo e tisplegetisplegas e dezenn dirak ur bodad-barn e Skol-Veur Roazhon hag e voe degemeret da zoktor (gwelout "un cas de bilinguisme").
 
Kamarad e oa da [[Marsel Klerg|Glerg]], hag eveltañ en devoa desket [[kembraeg]].
1 097

modifications