Tad-kozh an Nedeleg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Tad an Nedeleg''', pe '''Tadig an Nedeleg''', pe '''Tad-kozh (an) Nedeleg'''<ref>[[Geriadur Brezhoneg an Here]], 2001, p.958b.</ref>, pe '''Paotr (kozh) an Nedeleg'''<ref>[[Geriadur Brezhoneg an Here]], 2001, p.958b.</ref> eo an den, gwenn e varv ha ruz e vantell, a zegas profoù d'ar vugale da noz [[Nedeleg]], hervez ur vojenn savet en {{XIXvet}} kantved en [[Amerika]], diwar istor sant [[Nikolaz]], ha degouezhet e Bro-C'hall hag en {{XXvet}} kantved hag e [[Breizh]] war-lerc'h an [[eil brezel bed]].
[[File:Ded_Moroz_Snegurochka_Christmas_card.jpg |thumb| ]]
 
Klotañ a ra e zonedigezh da Vreizh gant deroù diskar ar sevenadur [[kristen]]. Hervez an hengoun kristen e Breizh (disheñvelik e broioù all, evel [[Alamagn]] pe [[Spagn]], a-wechoù) eo ar [[Mabig Jezuz]] a zegase profoù ar vugale d'ar familhoù kristen betek dibenn ar bloavezhioù 1950.
 
Linenn 6:
Kozh ha kofek eo Tad an Nedeleg, gant e varv gwenn hag e zilhad tomm dindan e vantell ruz.
 
Kemm a ra an den a vro da vro, rak ne vez ket heñvel an amzer e Kanada hag en Aostralia d'ar 25 a viz Kerzu. Gant korriganed e vez skoazellet da gargañ e stlejell a zo sachet gant kirvi-erc'h, pe ur plankenn-mor en [[Aostralia]]. Dre ar siminal (pa vez unan) e teu en tier da lakaat ar profoù e botez ar vugale dirak an oaled pe en-dro d'ar wezenn-sapr. E Bro-Saoz ha SUA e vez lakaet ul loer ouzh barlenn ar siminal pe dindan [[gwezenn Nedeleg]]. En [[Island|Enez ar Skorn]] e lak un tamm prof e botez ar vugale lakaet war varlenn ar prenestr adalek penn kentañ miz Kerzu.
 
==Istor==