Sophie Taeuber-Arp : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:50 CHF.jpg|thumb|Sophie Taueber-Arp war ur bilhed suis]]
 
'''Sophie Taeuber''' ([[19 a viz Genver]] [[1889]] e [[Davos]] - [[13 a viz Genver]] [[1943]] e [[ZurichZürich]]) a oa ul livourez hag ur gizellerez [[suis]]. [[Gwreg]] [[Jean Arp]] eo bet ivez.
 
== He buhez ==
Sophie Taeuber a studias an arzoù pleustrek e [[München]] hag e [[Hamburg]]. Gant he mignonez [[Mary Wigman]] e tizoloas an dañs, ha kentelioù he doe gant ar c'horollour Rudolf van Laban.
E [[1915]] en em stalias e [[ZurichZürich]], ha dre ma oa barrek war an dañs e voe degemeret e [[Cabaret Voltaire]]. Dindan un anv faos ha gwisket gant maskloù e tañsas, peogwir ne vefe ket bet degemeret he dañsoù gant pennoù skol arzoù pleustrek [[Zurich]]Zürich (eno e kelennas Sophie Taeuber etre [[1916]] ha [[1929]]). Er memes bloavezh e kejas ivez gant [[Jean Arp]], e diskouezva Tanner. Dimeziña rejont d'an 20 a viz Here [[1922]]. An daou anezho a gemeras perzh e [[dada]].
E dibenn ar bloavezhioù 1920 en em stalias e [[Pariz]]. Eno e kendalc'has da bleustriñ war an design, met chom a reas a-sav gant an dañs. En he livadurioù (levezonet a galz gant he stummadur en arzoù pleustrek) e c'haller gwelout penn-kentañ al livañ diheverz diazezet war ar ventoniezh (anvet ivez arz fetis).
Etre 1926 ha [[1928]] e kemeras perzh Sophie Taeuber-Arp, [[Jean Arp]] ha [[Theo van Doesburg]] e raktres ''L'Aubette'' [[Strasbourg]] : ober a rejont war-dro ar sevel hag ar c'hinklañ. Dedennet e voe Sophie Taeuber gant ar raktres, dre ma klote gant mennozhioù ar [[Werkbund]] (lakaat an arzoù hag ar vuhez pemdez da gejañ), ul luskad he doa dedennet anezhi pa oa yaouankoc'h.
Er bloavezhioù 1930 e tostaas ouzh luskad ar [[sevelouriezh]]. Ur gazetenn sevelour a savas hec'h-unan, anvet e oa ''Plastique''.
Sophie Taeuber ha [[Jean Arp]] az eas da repuiñ e Dordogne e [[1940]].
E [[1941]] e krouas ur greizenn arzoù e [[Grasse]], asambles gant [[Sonia Delaunay]] hag arzourien all. Mont a reas ar greizenn en-dro betek ma varvfe e [[1943]].
Mervel a reas e [[Zurich]]Zürich d'an 13 a viz Genver [[1943]] : pistriet e voe gant unoksidenn garbon ur fornigell.
 
{{DEFAULTSORT:Taeuber, Sophie}}