Levi Eshkol : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
'''Levi Eshkol''' (e [[Hebraeg]] לֵוִי אֶשְׁכּוֹל, ganet gant anv Levi Shkolnik, לֵוִי שׁקוֹלנִיק;), ganet d'ar [[25 Here|25 a viz Here]] [[1895]] ha marvet d'ar [[26 C'hwevrer|26 a viz C'hwevrer]] [[1969]], a zo bet trede kentañ ministr [[Israel]] eus [[1963]] betek e varv e [[1969]]. Eshkol a zo bet ar ministr kentañ o vervel e-pad e amzeriad maodiern.
 
Levi Shkolnik a zo bet ganet e kêriadenn [[Oratov]] e-kichenn [[Kiev]] e [[Ukraina]]. E vamm oa o diskenn eus hentadoù [[HasidikC'hasid]] hag e dad eus ur familh [[Achkenaz]]. Levi a resevas un deskadurezh relijiel hengounel. E [[1914]], e kuitas ar vro evit mont da [[Palestina|Balestina]] hag a oa er mare-mañ en [[impalaeriezh Otoman]], ha dont a reas da vezañ ezel eus ar [[Jewish Legion]] (ur skour eus an arme saoz).
 
E 1951, goude krouidigezh stad Israel, Eshkol a zo bet dilennet er c'hKnesset (ar parlamant israelian) evel ezel ar strollad [[Mapai]]. Adalek 1952 e voe ministr al labour douar betek ma vefe staliet da vaodiern an arc'hantañ goude marv ar ministr [[Eliezer Kaplan]]. Derc'hel a reas ar c'harg-mañ e pad 12 bloaz. E pad e amzeriad a vaodiern, brud ha pouez Eshkol en e strollad a zo aet war brasaat, betek ma ar c'hentañ ministr [[David Ben-Gourion]] a ginnigas anezhañ evel e warlec'hiad. Pa roas Ben-Gourion e zilez, Eshkol a voe dilennet gant e strollad evit mont da vaodiern, ar pezh a zo c'hoarvezet.
Linenn 11:
Ur c'hresk ekonomikel spontus a zo bet e pad kentañ prantad maodiern Eshkol, arouezet mat eo an darvoud-se gant krouidigezh ar sistemoù a bontoù-dour broadel (המוביל הארצי/"HaMovil Ha'Artzi" en [[hebraeg]]) e [[1964]]. Eñ hag e vinistr an arc'hantañ [[Pinchas Sapir's]] a rankas kemer divizoù evit gorrekat ur mekanik ekonomikel o vont re vuan. Ober a rejont-se dre ur politikerezh a resediñ ekonomikel. Met an dra-se a gasas ur seurt diskar eus an obererezh ekonomikel israelian. Kreizennerezh an ekonomiezh steuñvet israelian a gasas kudennoù er mekanikoù em-reoliata ar gorrekadur an tarzh ekonomikel hag an dra-se a lakas al liveoù uheloc'h eget ar pezh oa gortozet e penn kentañ. Eshkol a rankas labourat da enebiñ ouzh ur c'hresk eus an niver a dud dilabour er vro (12% e [[1966]]). Met marteze ar resediñ-se a sikouras da adsevel ur sistem ekonomikel bresk penn da benn ha da enebiñ ouzh ar c'hudennoù ekonomikel c'hoarvezet gant an eoul-maen etre [[1967]] ha [[1973]].
 
Levi Eshkol a gasas da benn het [[Ze'ev Jabotinsky]], degas a reas e gorf evit ma ve beziet en [[Israel]]. Labourat a reas da ziorren darempredoù etrevroadel Israel gant ar bed. Da skouer e krouas darempredoù gant [[Alamagn ar Reter]] e [[1965]], ha liammoù sevenadurel gant an [[URSS]]. An Unaniezh Soviedel a aotreas yuzevien rusian da zivroañ war-zu [[Israel]]. Eshkol a zo bet ar c'hentañ ministr israelian kentañ o vezañ pedet en ur weladenn ofisiel er [[Stadoù-Unanet Amerika]] e miz Mae [[1964]]. E darempred gant ar prezidant [[Lyndon Johnson]] a sikouras anezhañ e-pad maread [[brezel ar c'hwec'h deizdevezh]] e miz Even [[1967]].
 
Met skeudenn ha brud Eshkol a voe gwallgaset a-raok prantad brezel ar c'hwech deiz. E-pad ar maread "gortoz" ar brezel-mañ, gwask c'hoantoù brezelour ar boblañs a vreinas galloud ha uhelder politikel ar c'hentañ ministr. Met nac'h a rae Eshkol kas [[Israel]] da vrezeliñ a-enep unaniezh ar broioù arab bodet dindan aotrouniezh [[Gamal Abdel Nasser]]. Ur gudenn teknikel e-pad ur brezegenn er skingomz a zistrujas da vat e skeudenn. Adalek ar mare-se, ne voe gwelet Eshkol nemet evel un den divarrek da gas a benn aferioù Israel. Rankout a reas lezel da gostez e sell politikel peoc'h-garour en ur reiñ karg maodiern ar wareziñ broadel da [[Moshe Dayan|Voshe Dayan]]. E miz Even [[1967]] e vrasaas e c'houarnamant o sevel anezhañ war ur patrom a unaniezh broadel hag e c'houlennas e vefe paouezet ar brezel. E Genver [[1968]] e kemeras perzh e krouadur ar strollad Ma'arakh.