C'hasidegezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "Ar yuzeviezh c'hasidek pe c'hasidegezh (hebraeg : 'Hassidout חסידות, « deoliezh » pe « eeunded », eus ar wrizienn a dalv « brokusted », yiddish : 'Ha..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 12 Gen 2015 da 10:58

Ar yuzeviezh c'hasidek pe c'hasidegezh (hebraeg : 'Hassidout חסידות, « deoliezh » pe « eeunded », eus ar wrizienn a dalv « brokusted », yiddish : 'Hassidiche חסידיש ) a zo un emsav a nevezadur relijiel krouet er XVIIIvet kantved e Reter Europa.

E ziazezoù ideologel hag istorel a vez liammet peurliesañ ouzh Isra'el ben Eli'ezer, anvet Ba'al Shem Tov (« Mestr an Anv Mat » ; berrradur « Besht »), ha d'e gelennadurezh.

Emled buan ar c'hasidegezh hag ar fed en em santfe stag-kenañ e izili outi o deus sikouret anezhañ da stourm ouzh un enebiezh padus. Kreñv oa an enebiezh-se anvet mitnagdelezh, e Lituania dreist-holl hag e Vilna peurgetket. Aet eo an enebiezh war goazhañ mat chom a ra c'hoazh. Deuet eo ar c'hasedigezh da vezañ unan eus c'hoarvoudennoù kreiz istor modern ar yuzevien, unan eus dezverkoù sokial ha relijiel yuzevien Reter Europa eo deuet da vezañ.

Ma keñverier gant C'haredegourien all e pouez ar C'hasidegourien war ar genunvaniezh laouen gant Doue, dre ar c'han hag an dañs peurgetket. Ur perzh dibar all o deus  : ar rabin a gaver e penn ur gumuniezh c'hasidek a vez dibabet dre hêrezh. Alies e roer dezhañ an anv a Admor אדמור (berrradur adoneinou, moreinou verabbeinou : « hon aotrou, mestr ha rabin »).

Unan eus daou skourr kreñvañ ha pennañ an ortodoksiezh yuzev eo ar c'hasidegezh hirie an deiz (gant ar mitnaglezh). Le hassidisme est aujourd'hui l'une des deux forces majeures (avec le mitnagdisme).