C'hasidegezh : diforc'h etre ar stummoù

1 975 okted ouzhpennet ,  7 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
No edit summary
No edit summary
Ar '''[[yuzeviezh]] c'hasidek''' pe '''c'hasidegezh''' (hebraeg : 'Hassidout חסידות, « deoliezh » pe « eeunded », eus ar wrizienn חסד a dalv « brokusted », [[yiddish]] : 'Hassidiche חסידיש ) a zo un emsav a nevezadur relijiel krouet er XVIIIvet kantved e Reter Europa.
 
E ziazezoù ideologel hag istorel a vez liammet peurliesañ ouzh [[Isra'elIsrael ben Eli'ezerEliezer]], anvet [[Ba'al Shem Tov]] (« Mestr an Anv Mat » ; berrradur « Besht »), ha d'e gelennadurezh.
 
Emled buan ar c'hasidegezh hag ar fed en em santfe stag-kenañ e izili outi o deus sikouret anezhi da stourm ouzh un enebiezh padus. Kreñv oa an enebiezh-se anvet [[mitnagdelezh]], e [[Lituania]] dreist-holl hag e [[Vilnius]] (Vilna gwechall) peurgetket. Aet eo an enebiezh war goazhañ mat chom a ra c'hoazh. Deuet eo ar c'hasedigezh da vezañ unan eus c'hoarvoudennoù kreiz istor modern ar yuzevien, unan eus dezverkoù sokial ha relijiel yuzevien Reter Europa eo deuet da vezañ.
 
Ma keñverier gant C'haredegourien (Haredim, "ar re a gren dirak Doue", yuzevien ortodoks) all e pouez ar C'hasidegourien war ar genunvaniezh laouen gant Doue, dre ar c'han hag an dañs peurgetket. Ur perzh dibar all o deus : ar "rebbe" (kelenner) a gaver e penn ur gumuniezh c'hasidek a vez dibabet dre hêrezh. Alies e roer dezhañ an anv a Admor אדמור (berrradur adoneinou, moreinou verabbeinou : « hon aotrou, mestr ha rabin »).
 
Unan eus daou skourr kreñvañ ha pennañ an ortodoksiezh yuzev eo ar c'hasidegezh hirie an deiz (gant ar mitnagdelezh).
 
 
====Krouidigezh====
 
Krouet e voe an emsav gant ar Rav Israel ben Eliezer ([[1700]]-[[1760]]), anvet ar Ba'al Shem Tov pe ar « Besht ». Un enebadenn e voe ouzh ar yuzeviezh re "lennek" e vare.
 
Skoet ma oant bet gant c'hwitadenn an daou "vesiaz" [[Sabbataï Tsevi]] ha [[Jacob Franck]], ar rabined o doa talet o lakaat o holl nerzh da studiañ an Talmud gant ar brasañ disfiz e-keñver forzh peseurt birvilh kevrinek e vefe.
 
Kemmet oa bet penn da benn saviad yuzevien Rester Europa goude al lazhadegoù o doa heuliet emsavadeg ar [[Kozaked|Gozaked]] renet gant [[Khmelnytsky]] etre [[1648]] ha [[1660]] en Ukraina. Ouzhpenn an daraez krouet gant ar miliadoù a dud lazhet, e tegasas ar pogromoù un diskar ekonomikel ha sokial spontus hag un diouer bras a vuhez speredel. Ranket o dao an darn vrasañ eus ar re a chomet bev dilezel ar studi evit kavout o bara. Brasoc'h e teuas da vezañ an diforc'h etre an dud desket hag dud simpl.
 
En ur saviad a ziaesterioù pemdeziek hag an disfiz ouzh pep kevrinegezh e kavas un darn vras eus ar Yuzevien ar yuzeviezh akademek divlaz, hep speredelezh ha levenez, war a seblant.
 
Klask a reas Ba'al Shem Tov, den gouiziek, gantañ sekredoù bras a-zivout an [[Torah]] (hervez an hengoun c'hasidek) kavout un diskoulm o lakaat ar pouez war al lid, an dañs, ar c'han (niggoun), al levenez, an trivliadoù (c'hasidout), ar birvilh hag ar gred (hitlac'havout), karout Doue(ac'hava) ha karout an nesañ hep dilezel ar studi. Ur c'hasid a zo un den deol eta, un den a c'hred a glask treuzneuziañ e vuhez dre ar bedenn, meiz gourc'hemennoù Doue , un denn a fell dezhañ bezañ "adc'hanet" drezañ e-unan en diavaez eus beli ar vistri ofisiel. N'eus bet netra skrivet gant ar Besht. Embannet eo bet e gomzoù gant e ziskibled. E vab-kuñv, Nahman a [[Bratslav|Vratslav]] en Ukraina, aet da Anaon e [[1810]] n'eus skrivet netra kennebeut.
 
War an holl dachennoù-se en deus pep skourr C'hasidek e zoareoù dezhañ.
 
{{LabourAChom}}
2 959

edits