Svalbard : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 45:
Ul lec'h evit mont da ergerzhout Arktika eo bet ivez p'emañ e kreiz [[Meurvor Arktika]].<br />
E 1839 un ergerzhadeg skiantel gall renet gant [[Joseph Paul Gaimard]] (1796-1858) a yeas betek ar Svalbard war ar gorvetenn ''La Recherche''. War vourzh al lestr e oa al livour [[Francois Auguste Biard]] (1798-1882) ha danvez e wreg, ar skrivagnerez [[Léonie Thévenot d'Aunet]]. Livet ez eus bet un toullad taolennoù diwar-benn ar Svalbard ha [[Sápmi|Bro ar Samied]] gant [[François Auguste Biard]]. Enbannet eo bet danevell veaj Léonie D'Aunet, ''Voyage d'une femme au Spitzberg'', e ti Hachette e 1855. Roet eo bet anv ''La Recherche'' d'ur fjord war enezenn Spitsbergen (Recherchefjorden war Wedel Jarlsberg Land).
Kalz ergerzherion a loc'has eus [[Ny-Ålesund]] e deroù an {{XXvet kantved}} ([[Roald Amundsen]], [[Umberto Nobile]], [[Lincoln EllswothEllsworth]], [[an amiral Byrd]] war-du pennahel an Norzh pe pelloc'h. E 1926 e kuitaas aerlestr Amundsen ha Nobile, an ''Norge'', Ny Ålesund evit tizhout an [[Alaska]]. Daou vloaz war-lerc'h e klaskas Nobile ober memes beaj gant an ''Italia''. Kollet e voe. Amundsen hag e skipailh a varvas o vont d'e glask. Nobile a voe adkavet goude...
 
E deroù an {{XXvet kantved}} e krogas [[embregerezh]]ioù eus meur a vro da gleuziañ [[mengleuz glaou|mengleuzioù glaou]]. Gant ar "Feur-emglev o tennañ da Spitsbergen" sinet e 1920 e voe anavezet riegezh Norvegia, met gant gwirioù bevennet. Chom a rae pep a stal gorvoiñ evel m'emaint (mengleuzioù glaou peurvuiañ) ha ne oa ket aotreet da Norvegia da staliañ he [[lu]].<br />