Estadio Centenario : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Estadio centenario 2.JPG|thumb|250px|Ur gwel eus an Estadio Centenario]]
An '''Estadio Centenario''' zo ur sportva bet savet e [[Parque Batlle]] (unan eus karterioù [[Montevideo]] ([[Uruguay]])) diwar dresoù an tisavour uruguayat [[Juan Antonio Scasso]]. Dibabet an anv anezhañ da lidañ an [[18 a viz Gouere]] [[1830]], pa voe embannet kentañ bonreizh Uruguay, e tegemer ar savadur krogadoù mell-droad dreist-holl.<ref>http://es.fifa.com/classicfootball/stadiums/stadium=34866/index.html</ref>
 
Kroget e voe da sevel d'an [[21 a viz Gouere]] [[1929]] a-benn degemer krogadoù kentañ [[Kib vell-droad ar bed 1930|Kib vell-droad ar bed]] ([[13 a viz Gouere|13]]-[[30 a viz Gouere]] [[1930]]). Abalamour d'ar glaveier a gouezhas a-bil war gêr-benn Uruguay e voe daleet al labourioù : ne voe digoret nemet d'an [[18 a viz Gouere]] 1930 gant kentañ krogad skipailh broadel Uruguay ouzh hini [[Perou]] (bet gounezet 1-0 gant ''[[Estadio Belvedere|La Celeste]]''<ref>Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Uruguay.</ref>).