C'hasidegezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 20:
En ur saviad a ziaesterioù pemdeziek hag an disfiz ouzh pep kevrinegezh e kavas un darn vras eus ar Yuzevien ar yuzeviezh akademek divlaz, hep speredelezh ha levenez, war a seblant.
 
Klask a reas Ba'al Shem Tov, den gouiziek, gantañ sekredoù bras a-zivout an [[Torah]] (hervez an hengoun c'hasidek) kavout un diskoulm o lakaat ar pouez war al lid, an dañs, ar c'han (niggoun), al levenez, an trivliadoù (c'hasidout), ar birvilh hag ar gred (hitlac'havout), karout Doue(ac'hava) ha karout an nesañ hep dilezel ar studi evit kement-se.

Ur c'hasid a zo un den deol eta, un den a c'hred a glask treuzneuziañ e vuhez dre ar bedenn, meiz gourc'hemennoù Doue , un denn a fell dezhañ bezañ "adc'hanet" drezañ e-unan en diavaez eus beli ar vistri ofisiel. N'eus bet netra skrivet gant ar Besht. Embannet eo bet e gomzoù gant e ziskibled. E vab-kuñv, Nahman a [[Bratslav|Vratslav]] en Ukraina, aet da Anaon e [[1810]] n'en deus skrivet netra kennebeut.
 
War an holl dachennoù-se en deus pep skourr C'hasidek e zoareoù dezhañ.
 
====Enebiezhoù====
 
Ne blijas ket ar sell nevez d'ar re a oa an aotroniezh relijiel ganto,
ar re a gemero an anv a [[''mitnagdelourien|vitnagdelourien'']] ( mitnagdim : an eneberien) diwezhatoc'h dindan renerezh ar rabin brudet [[Elyahou Kramer]], Gaon Vilna. Aon o doa gwelout ar c'hasidegourien o vont war-du an disivoud, war-du doareoù goursavet ha mesianek.
 
Un toullad ''admored'', evel an trede admor [[Loubavitch]] (an Tséma'h Tsédéq) a anzavas levezon yael an enebiezhoù evit mirout ar c'hasidegourein da vont re bell ganti, en o emzalc'h e-keñver al lezenn peurgetket.
 
Mont a reas an enebiezh betek diskuilhañ ar c'hentañ c'hasidegourien d'ar galloud stad (rusian peurliesañ) evit stourm ouzh o obererezh "disivoudel".
 
War wellaat da vat ez eas an darempredoù e-kerzh a XIXvet kantved.
 
 
 
{{LabourAChom}}