C'hasidegezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dizober kemmoù 1613356 a-berzh 88.161.24.185 (kaozeal)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 64:
 
Tizhet spontus e voe Yuzevien Reter Europa gant ar [[Shoah]] hag en o-zouez ar C'hasided. Bodet niverus e lec'hioù zo, troc'het diouzh ar bed a oa en-dro dezho e vezent aes da gavout hag abalamour da se skoet muioc'h eget re all gant ar ouennlazh. Kalz strolladoù a voe distrujet mik. Re all, kreñv gwechall, a zeus da vezañ bihan-tre. Peur zistrujet e voe ar c'humuniezhioù-se gant ar renadur komunour abalamour d'e bolitikerezh enep relijion.
 
====Adsav====
 
Ar rummadoù o doa trawalc'h a izili er [[Stadoù-Unanet]] hag e [[Palestina]] e [[1945]] a zo chomet bev. Gwan-tre er penn kentañ o deus gellet adsevel en un dare marzhus. Stag eo an adsav-se eus ur c'hresk demografek bras en diabarzh (kalz familhoù o deus etre 7 ha 10 bugel) hag eus ul labour start graet gant strolladoù zo (al Loubavitch peurgetket) e-touez ar c'humuniezhioù Yuzev evit dedennañ tud.
 
Kavout a reer hiziv C'hasided e tost pep kumuniezh Yuzev met dreist-holl er [[Stadoù-Unanet]] hag en [[Israel]].
 
Miret o deus perzhioù dibar :
 
* en em zispartiañ diouzh peurrest ar gevredigezh (o skolioù, o stalioù o deus) betek kaout karterioù ispisial serret a-wechoù da vare ar sabad ha gwiskamantoù dezho ;
* ur relijiusted kreñv spontus. En Israel e vez arc'hantaouet ar yechivot (lec'hioù studi) gant ar Stad. A-drugarez da se e c'hell un darn vras a C'hasided (paotred nemetken) studiañ an Talmud a-hed o buhez hep kaout ul labour gopret. N'eo ket heñvel e lec'h all;
* un darempred dibar gant ar [[sionouriezh]] o vont eus un enebiezh start (niver bihan-tre) betek ur sell pozitivel (bihan-niver) o tremen dre un neptuegezh abegus (brasañ niver). Un c'hoarvoud ispisial e bed politikel Israel.
 
Boutin eo an tri ferzh-se d'an holl c'hareded.
 
 
Disheñvel int diouzh ar c'hareded all dre
 
*ar sentidigezh dibleg ouzh o "rebbe-ed" dre hêrezh ha n'eo ket ouzh renerien al lec'hioù studi pouezusañ ;
*o relijiusted merked gant al levenez, an dañs, ar c'hoant da vezañ tost ouzh Doue dre ar galon ivez ha n'eo ket dre ar studi hepken.