Pierre Landais : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : '''Pierre Landais''' (1430-1485) a oa kuzulier da Frañsez II, dug Breizh, hag eñ eo a c'houarne ar vro e-keit ma veze an dug o chaseal pe o vambochat. Mab e oa da varc...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 15 Mae 2007 da 11:47

Pierre Landais (1430-1485) a oa kuzulier da Frañsez II, dug Breizh, hag eñ eo a c'houarne ar vro e-keit ma veze an dug o chaseal pe o vambochat.

Mab e oa da varc'hadourien mezher eus Gwitreg. Da gentaén ne oa nemet ul lakez oc'h ober war-dro dilhad tiegezh an dug. Goude-se e teuas da vezañ paotr an arc'hant ha tailhanter meur ar vro.

Ton a roas d'ar vourc'hizien, ha d'ar moulerezh ha d'ar micherioù en-dro d'al levrioù. Ennañ e c'haller gwelout pimpatrom ar vourc'hizien pinvidikaet a glask ober o zreuz e-kichen ar briñsed ha roueed.


Levrioù

  • Georges Minois. Anne de Bretagne. Fayard : Paris, 1999

Patrom:Bretagne