Florida spagnol : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 11:
Pa erruas ar [[konkistador|c'honkistador]] e Florida en 1513 e kavas meur a bobl indian. Pa welas an aod d'ar [[27 a viz Meurzh]] e kredas e oa un enezenn. Dilestrañ a reas d'an 2 a viz Ebrel. Envel a reas ar vro nevez-se "La Pascua Florida" peogwir e oa bet kavet gantañ da [[Sul Fask]].<br />
Distreiñ a reas Ponce de León e 1521 gant tud ha binvioù evit diazezañ un drevadenn met enebiñ taer a reas an henvroiz , peoc'h ebet ne roent d'ar Spagnoled ha ne baouezent ket da gouezhañ warne. En amzer-se e voe savet marilhoù kentañ Florida. <br />
 
 
[[Pánfilo de Narváez]] a weladennas aod kornôk Florida met [[peñse]] a reas pa oa en sell da vont da Vec'hiko. Un ofiser dezhañ, [[Álvar Nuñez Cabeza de Vaca]], a oa chomet bev, hag e-pad nav bloaz e reas ur gerzhadenn vras: treuziñ war droad an douar etre Florida ha [[Spagn Nevez]] (Mec'hiko a-vremañ), a-dreuz Norzhamerika. Pa erruas e Mec'hiko, anvet Besrouantelezh Spagn nevez neuze, e kavas an tu da vont da Spagn en-dro ha skrivañ a reas ul levr ma konte e veaj en Amerika. Awenet gant skouer Cabeza de Vaca e klaskas ur c'honkistador all, [[Hernando de Soto]] e anv, aozañ un droiad all en [[1539]] e Florida. Darn eus tud an droiad-vrezel-se a embannas diwezhatoc'h penaos e veve hag en em zalc'he henvroiz Florida.
 
En [[1559]] e teuas [[Tristán de Luna y Arellano]] a-benn da ziazezañ un drevadenn en [[Pensacola]] e-pad daou vloaz. A-benn neuze e oa krog ar C'hallaoued da dreiñ o selloù war-du Amerika ma rankas ar Spagnoled buanaat an trevadenniñ en douaroù nevez-kavet ganto. [[Jean Ribault]] a voe e penn un droiad e Florida en [[1562]] ha [[René Goulaine de Laudonnière]], en [[1564]], a savas [[Fort Caroline]], ur porzh evit hugunoded c'hall, hag a voe anvet Vacapilatca gant ar Spagnoled pa voe kemeret gante goude, hag a zo bremañ e kêr [[Jacksonville]], ur porzh evit hugunoded c'hall.
 
Kas an dorzh d'ar gêr d'ar C'hallaoued a fellas d'ar Spagnoled ha distrujet e voe an drevadenn c'hall ganto ha savet [[San Agustín]] gante, bloaz goude. Ha San Agustín, dindan ar gouarnour [[Pedro Menéndez de Avilés]], a voe kentañ kêr ar vro a zo deuet da vout [[SUA]]. Adal San Agustín e voe kaset misionoù katolik a-hed aod an drevadenn.