Emgann Okinawa : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 21:
Okinawa a zo lec'hiet en [[enezeier Ryukyu]] bet eo bet an dilestradeg brashañ e-kerzh [[Brezel ar Meurvor Habask]] hag an [[Eil Brezel-bed]].
 
Pal [[Kevredidi_an_Eil_Brezel-bed|ar Gevredidi]] a oa tapout Okinawa, rak ne oa nemet da 550 km eus ar vamm-vro Japan, evit sevel eno ur bazenn kirri-nij bombezerien. Gant ar bazenn-se e vije aeshaet a galz aloubadeg ar Vamm-vro Japan anavezet dindan an anv [[Oberenn brezel Downfall]].
 
Pevar divizion troadegiezh lu Amerika an 10vet Arme (ar re 7, 27, 77, ha 96) gant sikour daou divizion an [[USMC]] (ar re 1añ hag ar 6vet) o deus bet kemeret perzh e ''Emgann Okinawa''. An aloubadeg a oa harpet gant Bigi brezel, bigi dezougen ha kirri-nij brezel.
 
Tetsu no ame ("Glav houarn") pe tetsu no bōfū ("Glav kreñv houarn") e-kostez ar Japaniz, "typhoon of steel" (Korventenn houarn) e-kostez [[Kevredidi_an_Eil_Brezel-bed|ar Gevredidi]], setu lezanvioù ''Emgann Okinawa'' unan d'eus ar re gwadushañ e [[Brezel ar Meurvor Habask]]. Al lezanvioù-se a zo deuet dre feulster sod an emgann gouzañvet gant an holl a oa war al lerc'h.
 
== Disorc'h ''Emgann Okinawa'' ==