Charles Le Goffic : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D reizhañ
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{Labour zoLabourAChom}}
'''Charles Le Goffic''' (pe [[Charlez ar Govig]]), bet ganet d'ar [[14 Gouere|14 a viz Gouere]] [[1863]] e [[Lannuon]] ([[Bro-Dreger]]), e-lec'h m'eo bet marvet d'an [[12 C'hwevrer|12 a viz C'hwevrer]] [[1932]], a oa ur barzh, ur skrivagner hag un emsaver breizhat.
 
Mouller ha levrier e Lannuon oa e dad. Studiet en deus e skolaj Lannuon, e lise Naoned hag el lise Charlemagne e Pariz. Resevet eo bet e kenstrivadeg an agregadur e [[1887]]. Kelenn a reas e [[Nevers]], en [[Evreux]] [[An Havr-Nevez|en Havr-Nevez]].
 
Kregiñ a reas da skrivañ e-keit-se. Reiñ a reas buhez d'ar gelaouenn ''Chroniques'' gant e vignon [[Barrès]]. Embann a reas un dastumad barzhonegoù e [[1889]] : ''Amour Breton''.
E gentañ romant ''Le Crucifié de Keraliès'' a voe enoret gant Akademiezh Frañs e [[1891]]. Adalek 1896 e tilezas an deskadurezh evit bevañ diwar e labour skrivagner. Bevañ a rae e [[Pariz]] e-kerzh ar goañv hag e [[Tregastell]] e-pad an hañv.
 
Skrivet en deus kalz. E romantoù pouezusañ zo : ''Passé l'amour, La Payse, Morgane, L'Erreur de Florance, Croc d'argent, Le Pirate de l'île Lerne'' ha ''L'Abesse de Guérande'', gwelet gant tud zo evel e romant gwellañ.
Skrivet en deus levrioù o tanevelliñ darvoudoù istorel o tennañ da Vreizh (''Les Bonnets Rouges'' ha ''[[La Tour d'Auvergne]]'') pe a-zivout ar [[brezel bed kentañ]] ''([[Dixmude]], Le Marais de Saint Gond'' ha ''La Victoire de la Marne'').
 
Brudet eo evit bezañ skrivet ''L'Âme bretonne'', peder levrenn a istorioù, prizius evel deskrivadur eus stad Vreizh d'e vare.
 
====Enorioù====
Bet eo bet graet marc'hg Lejion a enor Frañs e [[1900]] hag ofisour goude.
 
Dilennet eo bet prezidant ar "Société des Gens de Lettres" e [[1922]].
 
Dilennet eo bet ezel Akademiezh Frañs e [[1930]].
 
====Mammennoù====
* Mille Bretons ''Dictionnaire biographique''gant [[Jean-Loup Avril]], embannet gant [[Les Portes du Large]] e [[2002]), ISBN 2-914612-07-9
 
 
 
Linenn 9 ⟶ 30:
[[Rummad:Barzhed Breizh]]
[[Rummad:Emsaverien Breizh]]
[[Rummad:Marc'heien al Lejion a enor]]